in
Neuz
Gwelet ivez : -in |
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Furm verb
in /ˈĩːn/
- Furm ar verb mont e kentañ gour unan an amzer-da-zont, en doare-disklêriañ
- War-lerc'h ar rannig-verb ec'h :
- — [...]. Neuze ec'h in da Baradoz ma Doue, ha c'hwi a deuio ivez, n'eus forzh pegoulz e varvfet. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/4, Al Liamm, 1989, p. 81.)
- War-lerc'h ar rannig-verb ez :
- « Warc'hoaz kenta ez in neuze. » — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 56.)
- War-lerc'h ar stagell isurzhiañ ma'z :
- — Gortozit, ma'z ign da velet. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 292.)
- N'in ket da gerc'hat dour dindan ar glav. — (?, p. ?.)
- Me n'in ket davidout, ha gand-se deus mar karez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 116.)
- Warc'hoaz n'i ket e kêr, gi (geo) ? - Gin (geo) - N'in ket (nann). — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 198.)
- War-lerc'h ar rannig-verb nac'h nan
- — Mamm, fenoz nan in ket da gousket! — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. IV.)
- War-lerc'h ar rannig-verb nac'h ned :
- — Ned in ket hirio d'ho kas d'ar gêr. [...]. — (Gab Milin, Marvailhoù Bro-Leon, Hor Yezh, 1999, p. 39.)
- War-lerc'h ar stagell isurzhiañ pa'z :
- Pa'z in en douar gand ma fevar zamm plankenn... — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 418.)
Gerioù kar dre o ster
Troidigezhioù
Alamaneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat en alamaneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Araogenn
in /ɪn/
Italianeg
Araogenn
in
Deveradoù
Krennlavar
- Roma non fu fatta in un giorno. – Roma n’eo ket bet savet en un devezh.
Saozneg
Araogenn
in
- en, e-barzh.
- 'Stay in the car - Chom er c'harr.
Latin
Araogenn
- en
- In cauda venenum. En dibenn emañ ar c'hontamm.