Mont d’an endalc’had

Yann ar Floc'h

Eus Wikipedia

Yann ar Floc'h eo anv-pluenn ar skrivagner brezhonek Jean Le Page, ganet d'an 25 a viz C'hwevrer 1881 e Pleiben ha marvet eno d'an 2 a viz Gouere 1936.

Mab e oa da Gaourintin ar Paj (Corentin Le Page) ha da Frañseza Suignard. Studiañ a reas er Folgoad hag e Ploermael evit mont da vestr-skol e-barzh ar skolioù kristen.
D'ar Folgoad ha da Berwenan ez eas d'ober skol, ha roud a gaver en e skridoù eus yezh Treger, met e 1908 e kuitaas an deskadurezh dre ma oa tapet gant ar berranal. Mont a reas da Sant-Fregant da zerc'hel kontoù un heskennerezh.

E 1909 e tistroas da Bleiben da vezañ sakrist (pe gloc'her) ar barrez.

E 1910 e timezas gant Mari Janed Pennegez. Peder merc'h o doe. Digeriñ a reas ur stal ma werzhe priaj, gwer ha paper.

Mervel a reas e Pleiben d'an 2 a viz Gouhere 1936.

Obererezh politikel ha sindikadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemer a reas meur a garg en e bastell-vro ha stourm a reas evit e vennozhioù kristen war dachenn ar politikerezh en ur enebiñ taer ouzh an tu kleiz. Ezel eus an oberoù levezonet gant ar gristeniezh sokial e voe, evel teñzorer ar C'hretadurioù Sindikad Labourerien-douar Landerne, rener kef lec'hel ar Gretadurezh kevredigezhel hag e bodadegoù skolidi gozh ar Frered.

Oberenn lennegel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1903 e krogas da sevel pennadoù evit Kroaz ar Vretoned, kazetenn gatolik Bro-Dreger, hag ar c'helaouennoù Ar Vro, Ar Bobl, Kloc'hdi Breiz, Le Courrier du Finistère hag all. Met ne embannas tra ebet e brezhoneg goude ar Brezel-bed kentañ. An disklêriadenn-mañ a ginnig Yeun ar Gow : « Bez' e oa traou hag a zisplije d'ezañ. Da genta doare-skriva Vallée ha da c'houde brezoneg "Gwalarn", kalz re-bell, war e veno, diouz brezoneg ar bobl. »[1]
Sevel a reas barzhonegoù ha pezhioù-c'hoari ivez. Implij a reas anvioù-pluenn all : Pintig, Pintik ha Yann ar Paj.
Anavezet eo dreist-holl an dastumad kontadennoù en doa prientet evit ober ul levr. Ne voe embannet Koñchennou eus Bro ar Ster Aon nemet e 1950 a-drugarez d'e vignon, Yeun ar Gow, hag a oa genidik eus Pleiben ivez.

  1. Koñchennou…, raklavar, p.9