Mont d’an endalc’had

Portugal

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Unaniezh Europa
República Portuguesa
República Pertuesa
Banniel Ardamezioù
  • ██ Lec'hiadur en Europa

  • Kan broadel A Portuguesa
    Yezhoù Portugaleg (ofisiel)
    mirandeg (anavezet)
    Kêr-benn Lisboa
    Gorread
    • En holl
    • % dour

    90 090 km²
    0,6
    Poblañs
    • Hollad
    • Stankter

    10 263 850 (2021)
    114 ann./km²
    Prezidant Marcelo Rebelo de Sousa
    Kentañ ministr Luís Montenegro
    Gouel broadel 10 a viz Gouere
    Moneiz Euro (€)
    Kod pellgomz 351
    Kenrouedad .pt

    Portugal (brezhoneg: [pɔrty:gal]; portugaleg: [puɾtuˈɣaɫ]), ent-ofisiel Republik Portugalat (República Portuguesa [ʁɛ'puβlikɐ puɾtu'ɣezɐ] diouzh doare an IPA e portugaleg, República Pertuesa e mirandeg), a zo ur riez lec'hiet e mervent Europa, el Ledenez iberek, anezhi ar vro a ya ar pellañ e kornôg kevandir Europa. Harzoù he deus gant Spagn war-du an norzh hag ar reter ha riblet eo gant ar Meurvor Atlantel war-du ar su hag ar c'hornôg. Div enezeg he deus ivez er Mor Atlantel : Azorez ha Madeira. Emañ ar vro e-barzh Unaniezh Europa hag AFNA

    Torre de Belém, e Lisbon.

    Dont a ra anv Portugal diwar e anvadur orinel er IXvet kantved, pa raed eus ar c'hentañ kontelezh en hanternoz Terra Portucalensis, da lavaret eo douar Portus Cale, diwar anv div gêr e beg ar stêr Douro, gant Portus (Porto a-vremañ) war he glann zehoù, ha Cale (Vila Nova de Gaia a-vremañ) war he glann gleiz.

    E-kerzh ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved, gant hec'h impalaeriezh hollek, e oa unan eus galloudoù armerzhel, politikel ha sevenadurel pennañ er bed. Portugal a zo anezhi ur vro diorroet, ezel eus Unaniezh Europa (abaoe 1986) hag eus ar Broadoù Unanet (abaoe 1955); kement hag un ezel diazezer eus Takad an Euro, an AKDE, an AFNA, hag ar CPLP (Comunidade dos Países de Língua Portuguesa — Kumuniezh ar Broioù Portugalek).

    Gwelet ar pennad Istor Portugal. Gwelet ivez Rouaned Portugal ha Rouanezed Portugal.

    Politikerezh

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Addilennet eo Marcelo Rebelo de Sousa da brezidant ar republik d'ar 24 a viz Genver 2021.