Labour


Al labour zo oberoù graet gant ar c'horf hag ar penn evit tizhout un disoc'h. War gement tachenn a zo e c'hall an neb labourat dre gaer, pe dre heg evel er sklaverezh. Al loened ivez a labour, renet gant an dud. E meur a vro e vez lidet Gouel al Labour d'ar 1añ a viz Mae.
Dre astenn-ster e komzer eus labour evit ur vicher. "Dilabour" e vez graet eus un den hep labour.
Dre astenn-ster ivez e komzer er fizik eus labour un nerzh.
Eus al labour-douar e komzer Pa vez anv eus oberoù a denn d'an douar, d'an natur evit gounit plant.
Al labourioù, el liester, a vez graet eus oberioù evit sevel pe dresañ un dra bennak.
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Al labour zo un obererezh graet en eskemm d'ur gopr, evit produiñ ur mad pe ur servij. Eñ hag ar c'hevala a ya d'ober ar faktorioù produiñ. Kavet e vez war marc'had al labour.
Gwir
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant kod al labour e vez dastumet peurliesañ ar reolennoù e pleustr en ur vro. Ret eo d'an implijerien koulz ha d'an implijidi doujañ dezho, en ur Stad a wir bepred. Reolennoù etrebroadel zo ivez, da skouer gant Unaniezh Europa hag Aozadur etrebroadel al labour.
Setu amañ, dre vro, an niver a eurvezhioù labour dre sizhunvezh en Unaniezh Europa[1].
- An Δ a verk an diforc'h e-keñver pad sizhuniek al labour e Bro-C'hall.
|
|
Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar ger « labour » a gaver e saozneg ivez[2].
- Strollad al Labour, unan eus brasañ strolladoù politikel er Rouantelezh-Unanet.
- Strollad al Labour, ur strollad politikel iwerzhonat.
- Strollad al Labour, ur strollad politikel serb.
Troioù-lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- El labour emañ ar yec'hed.
- Labour sul, labour nul.
- An tu zo an hanter eus al labour.
Luganoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- « Enrichissez-vous par le travail et par l’épargne » zo ur frazenn vrudet a vije bet lavaret e 1843 gant François Guizot, prezidant ar Kuzul Bro-C'hall.
- E toull dor kamp Auschwitz-Birkenau e oa skrivet arbeit macht frei da lavaret eo « al labour a ra an den dishual », diouzh ur frazenn gant al lizheregour Lorenz Diefenbach.
- Kavet e vez ar ger labour e-barzh sturiennoù broadel kalz broioù afrikat evel Aod an Olifant, Benin, Gabon, Ginea, Kameroun, Niger, Republik Demokratel Kongo hag all.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Statistiques sur le temps de travail @ ILOSTAT / International Labour Organization. Kavet : 09 C'hwe 25.
- ↑ Anv meur a strollad politikel saoznek eo : gwelet Strollad al Labour.