Mont d’an endalc’had

Du

Eus Wikipedia
Genver · C'hwevrer · Meurzh · Ebrel · Mae · Mezheven · Gouere · Eost · Gwengolo · Here · Du · Kerzu
Du
1 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29 30          
Du e Les Très Riches Heures du duc de Berry, 1486
Miz DuSimon Bening, c. 1525

Unnekvet miz ar bloaz eo miz Du hervez an Deiziadur gregorian. Ar mizioù du a vez graet eus miz Du ha miz Kerzu e brezhoneg.

An navet miz e oa en deiziadur roman kozh, deiziadur Romulus, se zo kaoz e vez graet November anezhañ e saozneg, noviembre e spagnoleg ha novembre e galleg.
E finneg e reer marraskuu eus miz Du, da lavaret eo "miz ar re varv".
E poloneg ha tchekeg e vez graet Listopad eus ar miz-se, da lavarout eo "miz an delioù o kouezhañ".

Kentañ a viz Du

D'ar c'hentañ a viz Du e vez lidet gouel an Hollsent gant an Iliz katolik roman.
Da vare ar Gelted kozh e oa ul lid all en Iwerzhon : gouel Samhain (Lá Samhna en iwerzhoneg) a oa deiz kentañ ar goañv.

Deizioù all

Krennlavaroù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • « Aet miz Here en e hent / Da hanternoz gouel an Hollsent »
  • « An driwec'h hag an naontek a viz Du / E vez foar Vaodez war ar ru. »[1] ; d'an 18 a viz Du e vez lidet Maodez.
  • « Da santez Katell / Ez a ar mestr da vevel. » (Kement a labour a vez mar rank ar mestr labourat ivez.) ; d'ar 25 a viz Du e vez lidet Katell Aleksandria.
  • « Pa gler an dour da ouel Marzhin / Ez a ar goañv war benn e c'hlin. » ; d'ar 26 a viz Du e vez lidet Martin Arades.
  • « Mat eo hadañ an douar / War an diskar eus al loar, / Hogen segalig sant Andrev / Deuet Nedeleg pa deu er-maez. » ; d'an 30 a viz Du e vez lidet an abostol Andrev.
  • « Pa ra kurun e miz Du / E koll ar goañv e vertu. »[1]
  • « Da c'houel sant Andrev, gwalc'h da roched, ma vo sec'h da Nedeleg »[2]
  • « Da gala-goañv ed hadit / Hag ivez frouezh dastumit »
  • « Hag o nezañ emaoc'h c'hoazh ! / Gouel sant Andrev a vo warc'hoazh » (Arabat eo nozvezhiañ betek re.)
  • « Kala-goañv, kala miz / Nedeleg a-benn daou viz »
  • « Pa gler an dour da c'houel Marzhin / E ya ar goañv war benn e c'hlin » (Kriz e vo ar goañv, skornet e vo ar vro ha kouezhadennoù a vo.)[3]
  • « Sant Andrev gamm na vankas ket / Teir sizhun tri deiz kent Nedeleg »

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 Jules Gros, Le Trésor du Breton parlé, levrenn 3, Librairie Bretonne Giraudon, Barr-Heol, 1974, p. 324.
  2. Andrev : 30/11.
  3. Marzhin : 11/11.