Genver
Neuz
Genver · | C'hwevrer · | Meurzh · | Ebrel · | Mae · | Mezheven · | Gouere · | Eost · | Gwengolo · | Here · | Du · | Kerzu |
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Miz kentañ ar bloaz en deiziadur gregorian eo miz Genver, skrivet Genveur a-wechoù.
Deizioù ar miz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar 1añ eo an deiz ma vez hetet ar Bloavezh Mat.
- Ar 6 eo Gouel ar Rouaned en Iliz katolik roman. Devezh ar profoù eo er bed spagnolek.
Krennlavaroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- « Deiz gouel sant Adrien / E trec'h al laou war ar c'hwen »[1]
- « Genver a garg ar foz, C'hwevrer e zalc'h kloz »[2]
- « Genverig a lavar / Ez eus vi gant ar yar »
- « Gwell eo gwelet ki en kounnar / Evit heol e miz Genvar »
- « Hanter Genver un eur a hed / Da c'houel Chandelour div abred »
- « Hanter Genver div eur deiz, / D'ar Chantelour teir ne vez. »[3] ; "ar Chantelour" : Gouel Maria ar Gouloù : d'an 2 a viz C'hwevrer en Iliz katolik roman.
- « Miz Genver / Kalet pe dener »
- « Miz Genver e hal ar saout hag e tozv ar yer »
- « Miz Genver e tozv an enez hag e hal an dañvadez »
- « Miz Genver, hiziv evel kent / A ziskouez eo hir e zent »[4]
- « Ne vo ket leun ar solier / Mar bez heol tomm da viz Genver »
- « Pa vez tremenet dent Genver / E vez diskouloc'h an amzer »[5]
- « Pa vez kurun e miz Genver / E vez kurun bep miz. »
Anv-tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un anv-badez hag un anv-tiegezh eo Genver ivez.
Tud miz Genver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jorj Kadoudal, bet ganet d'ar 1añ a viz Genver 1771.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gennaro, anv-badez italianek
- Januária, anv-badez portugalek
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Adrian : 09/01.
- ↑ Kloz : skornet an dour.
- ↑ Jules Gros, Le Trésor du Breton parlé, levrenn 3, Librairie Bretonne Giraudon, Barr-Heol, 1974, p. 321.
- ↑ E zent : an nadozioù skorn a vez ouzh lezoù an toennoù.
- ↑ Diskouloc'h : klouaroc'h.