kelorn
Neuz
Brezhoneg
- Diwar ar ger henvrezhonek chilorn.
- Meneget er C'hatolikon (quelorn).
- Da geñveriañ gant ar gerioù celwrn en kembraeg, kelorn en kerneveureg.
Anv-kadarn
kelorn /ˈkeːlɔrn/ gourel (furm vihanaat : kelornig, liester kelern, kelornioù)
- Endalc'her prenn, pe vetal peurvuiañ, dezhañ ur genoù ledan ha kelc'hiek
- Hag e tiskennjont ar c'helorn, buan, dre ma soñjent ez oa c'hoazh er puñs ur briñsez bennak kaeroc'h eget ar re all. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 22.)
- Digas an daou gelorn ganit war eun dro. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 227.)
- Bera a ra da gelorn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 41.)
- Ar helorn-mañ a zo tost da zaou-hement egile. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 527.)
- Endalc'her ma virer an holen pe ar c'hig sallet, ma farder an amanenn
- (dre skeudenn-lavar) Penn
Gerioù kar dre o ster
Deveradoù
Troioù-lavar
- kaout nebeut en e gelorn : na vezañ fin-kaer
- tennañ koñchoù born eus e gelorn : kontañ istorioù digredus
- A ya a-souz d'e labour hag a deu d'ar gêr en ur ouelañ ? – Ar c'helorn da dennañ dour euz ar puñs. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 330.)