kador
Neuz
Brezhoneg
- (1499) cadoer er C'hatolikon[1], cadoer, cador er geriadur Gregor Rostrenn[2].
- Kar d'ar ger cadair e kembraeg. Amprestet digant al latin, cathedra, deuet eus καθέδρα en henc'hresianeg.[3]
Anv-kadarn
kador /ˈkɑːdɔr/ benel (liester : kadorioù, keder)
- Pezh arrebeuri. Doare azezenn hiniennel keinek, troadek, a dalvez da deurel e bouez, da azezañ, pe da chom en e goazez, en ur stumm aes ha diskuizhus.
- Troadañ ur gador.
- Azezañ en ur gador, war ur gador
- Sevel diwar ur gador.
- Labourat a ra en e goazez, tremen a ra an devezh war e gador atav.
- Deuit amañ ur gador din !
- Plouzañ ur gador.
- Arver hep ger-mell : Kemer kador. Reiñ kador. Peañ kador.
- Azezenn ur roue, pe ur barzh en Eisteddfodoù Kembre.
- Azezenn un den e karg. Kador-abad, kador-eskob.
- (Dre astenn) Karg ur c'hadoriad. Kador apostol, kador bab, kador eskob. s.o. kador-gelenn.
- Gwallc'hoantaat ur gador.
- Bezañ war ar renk evit ur gador.
- (Spis) En un iliz : kador-sarmon, kador-brezeg.
- Pignet eo ar beleg er gador.[4]
- Brezhoneg bras, uhel, war don eo an doare yezh a anver brezhoneg kador ; netra da welet gant ar brezhoneg beleg.
- (Savouriezh) : stignad da lakaat war wel kognoù ha tresad un ti. Tresad an ti e-unan.
- (Dre verradur pe dre vousfent — o taveiñ da gador ar roue –) kador-doull, azez ar privezioù.
- Monet d'ar gador : monet d'ar privezioù.
- (Rouez) (Lec'hanvadurezh) Dinas, kreñvlec'h pe menez stummet evel ur gador. Bodkador" (e parrez Boneur), "Tuchenn Gador Are, "Beg ar Gador" (Morgad, Kraozon)...
- (Mekanikerezh) Organ a davez da skorañ ha da heñchañ ar marbroù. S.o. Kador-gib ar c'hanolioù.
Stummoù all
Gerioù heñvelster
Gerioù kevrennek
- fungador
- hirgador (b -ioù, hirgeder) : s.o. kador-hir.
- kador-abad (b -ioù-a.) : kador veur un abati.
- kador ar binijenn (b -ioù ar b.) : s.o. kador-gofes.
- kador ar c'hofesour (b -ioù ar c'h.) : s.o. kador-gofes.
- kador-ar-sekredoù (b) : (dre fent) kador-doull.
- kador ar wirionez (b -ioù ar w.) : s.o. kador-gofes.
- kador a wirionez (b -ioù a w.) : s.o. kador-gofes.
- kador-bediñ (b -ioù-p.) : kador a dalvez da bediñ. HS. kador ilinek.
- kador-bleg (b -ioù-p.) : kador a c'hell bezañ pleget.
- kador-blionek (b -ioù-p.) : s.o. kador-bleg.
- kador-bortez (b -ioù-p.) : s.o. kador-doug.
- kador-bost (b -ioù-p.) : karr sachet gant kezek.
- kador-brezeg (b -ioù-p.) : s.o. kador-sarmon.
- kador-bron (b -ioù-p.) : s.o. kador-sarmon.
- kador-dabutal (b -ioù-t.)
- kador-dredan (b -ioù-t.) : kador-vrec'h ma lazher tud barnet d'ar marv e stadoù 'zo eus ar Stadoù-Unanet.
- kador-doug (b -ioù-d.) : azezenn dezhi ur stumm dibar gant dornelloù a dalvez da vezañ douget gant daou zen pe vuioc'h. Goudoret pe kloz gant speurennoù e c'hell bezañ.
- kador-dougen (b -ioù-d.) : s.o. kador-doug.
- kador-dougerez (b -ioù-d.) : (kozh) s.o. kador-doug.
- kador-doull (b -ioù-t.): azezenn doull a dalvez da gac'hat. H.S : privezioù, korn bihan, korn klet, toull kuzh, ked, gadrob, jiroù, komodite, distro, kador-ar-sekredoù... Dre skeudenn : den ne vez ket gouest da virout sekredoù. Gwelout teod toull.
- kador foennek (b -ioù f.) : marc'h-koad, marc'h prad.
- kador-gazeliek (b -ioù-k.) : s.o. kador-vrec'h, kador vrec'hek.
- kador-gelenn (b -ioù-k.) : karg a gelenner en ur skol uhel.
- kador-gib (b -ioù-k.) : pep hini eus ar pezhioù a vez a beb tu d'ur c'hanol da souten anezhañ.
- kador-gloz (b -ioù-k.) : azezenn brenn (dezhi ur stumm a-ziforc'h peurvuiañ hag uhel he c'hein) a veze miret evit an dud uhel en ilizioù (a beb tu d'ar chanteler alies). (Dre astenn, azezenn miret.)
- kador-gofez (b -ioù-k.) : lec'h en ilizioù ma'z aer da gofesaat. H.S. Kador ar c'hofesour, kador ar binijenn, kador ar wirionez, pe kador a wirionez e veze anvet ivez.
- kador-gofezion (b -ioù-k.) : s.o. kador-gofez.
- kador gurul (b -ioù k.) : kador olifant o doa reizhourion 'zo brient da azezañ warni, en hen Roma.
- kador-hezoug (b -ioù h.) : kador vabig luskellek a c'heller dougen (hag - alies-mat- plegañ) aes.
- kador-hir (b -ioù-h.) : kador ur stumm damgousket dezhi, pleg-dibleg, brec'hek hag izel peurvuiañ, a dalvez da zikuizhañ el liozh en ur stumm damastennet. HS. hirgador.
- kador ilinek (b -ioù i.) : kador a dalvez da bediñ war an daoulin. H.S. kador-bediñ.
- kador-lez (b -ioù-l.) : kador roue pe kador un den o ren war ul lez bennak.
- kador-liorzh (b -ioù-l.) : kador blastek pe houarn peurvuiañ a arvarer kentoc'h er-maez eus an ti.
- kador-red (b -ioù-r.) : kador a dalvez d'un den gloazet, nammet pe glañv da zilec'hiañ.
- kador-rodaouek (b -ioù-r.) : kador vurev dezhi rodigoù evit aesaat ar fiñval en ur post labour.
- kador-rodek (b -ioù-r.) : kador gant rodoù.
- kador-ruilh (b -ioù-r.) : kador gant rodoù.
- kador-ruilherez (b -ioù-r.) : s.o. kador-ruilh.
- Kador sant Per. Kador veur ar Pab. (Ledanvadur) : Sez santel, Vatikan.
- kador-sarmon (b -ioù-s.), leurenn uhel. lec'h ma bign ar beleg evit ober e damm prezeg en iliz. (Pe, gwezhave, er-maez eus an iliz : kador-sarmon diavaez.)
- kador-uhel (b -ioù-u.) : kador vabig a dalvez da lakaat ar re vihañ a-uhelder evit gallout debriñ ouzh taol gant an dud gour.
- kador-Vaodez (b -ioù-m.) : blotvil korftroadek (mollusca gastropoda) e anv skiantel Trivia monacha pe Trivia arctica a anver ivez hoc'hig-mor.
- kador-vourell (b -ioù b.) : kador saloñs graet evit bezañ en e aez.
- kador-vouret (b -ioù b.) : s.o. kador-vourell.
- kador vabig (b -ioù b.) : doare kador ur stumm ispisial dezhi a-ratozh evit staliañ ur poupon warni, a c'hell bout ur gador-uhel, ur gador luskellat, ur gador vihan, un azezenn karr-tan pe un azezenn c'hoari da skouer.
- kador-varn (b -ioù-b.) : (ledanvadur) s.o. lez-varn
- kador-vrec'h (b -ioù-b.) : kador vrec'hek (b -ioù b.), kador gazeliek (b -ioù k.) : kador ur stumm a-ratozh dezhi (ur vrec'h a beb tu) da ziskuizhañ an divrec'h pe d'en em harpañ evit sevel hag azezañ.
- kador vrec'hek (b -ioù b.) : s.o. kador-vrec'h, kador gazeliek
- kador-vurev (b -ioù b.) : kador dezhi un azezenn bourellet c'hwek (hag a-wezhioù rodigoù : s.o. kador rodaouek) a dalvez da labourat aes en e goazez dirak ur burev.
- skoulm kador (g -où k.) : (MERDEIÑ) doare skoulm, stumm ul lagadenn vras diredennek (na riskl ket) hag a stag ur penn-gordenn d'ur "gador" senkl. Lerenn pe gordenn fardaj a dalvez d'ar gastelerion pe d'ar galafeterion da azezenn hefiñv.
- tog kador (g -où k.) : doare daez a vez staget a-uc'h d'ur gador-brezeg evit gwellaat ar c'hlevet.
Deveradoù
Troioù-lavar
- Ober kadorig da unan-bennak : lakaat daou zen o divrec'h e stumm ur gador da zougen anezhañ. Dre skeudenn : rein skoazell dezhañ.
- Kemeret ur gado(e)r hag aze'et war doull ho revr! (Klotadenn zo pa zistager "kadoer" / "rer", pe "kador" / "reor".)
Troidigezhioù
azezenn geinek divrec'h
- afrikaans : stoel (af)
- alamaneg : Stuhl (de)
- albaneg : karrige (sq)
- arabeg : كُرْسِيّ (ar) (kúrsiy)
- armenieg : աթոռ (hy)
- daneg : stol (da)
- esperanteg : seĝo (eo)
- faeroeg : stólur (fo)
- finneg : tuoli (fi)
- frizeg : stoel (fy)
- galizeg : cadeira (gl)
- galleg : chaise (fr)
- gresianeg : καρέκλα (el) (karekla)
- hensaozneg : stol (ang)
- hungareg : szék (hu)
- ido : stulo (io)
- islandeg : stóll (is)
- italianeg : sedia (it)
- iwerzhoneg : cathaoir (ga)
- japaneg : 椅子 (ja)
- katalaneg : cadira (ca)
- kembraeg : cadair (cy)
- kerneveureg : kader (kw)
- konkani : khursi
- latin : sedes (la)
- latveg : krēsls (lv)
- lituaneg : kėdė (lt)
- malayseg : kursi (ms)
- mayaeg Yucatán : k'anche'
- nederlandeg : stoel (nl) , zetel (nl)
- norvegeg : stol (no)
- okitaneg : cadièra (oc)
- papiamento : stul
- perseg : صندلی (fa) (sandali)
- poloneg : krzesło (pl)
- portugaleg : cadeira (pt)
- roumaneg : scaun (ro)
- rusianeg : стул (ru) (stoul)
- sámi an Norzh : stuollu
- saozneg : chair (en) ; seat (en)
- sinaeg : 椅子 (zh) (yǐzi)
- skoseg : cathair (gd)
- sranan : sturu
- spagnoleg : silla (es)
- svedeg : stol (sv)
- swahili : kiti (sw)
- tagalog : sílya (tl) , úpuan (tl)
- tchekeg : židle (cs)
- turkeg : sandalye (tr)
- zouloueg : isihlalo (zu)
kador roue (2)
- alamaneg : Thron (de)
- bosneg : presto (bs)
- esperanteg : trono (eo)
- estoneg : troon (et)
- finneg : valtaistuin (fi)
- galizeg : trono (gl)
- galleg : trône (fr)
- hebraeg : כס (he) (kés), כִּיסֵּא מַלְכוּת (he) (kisé malkhút)
- henc'hresianeg : ϑρόνος (grc) (thronos)
- henhebraeg : כִּסֵּא
- hensaozneg : ġifstōl (ang)
- indonezeg : tahta (id) , singgasana (id)
- interlingua : throno (ia)
- italianeg : trono (it)
- japaneg : 王座 (ja) (おうざ, ōza), 玉座 (ja) (ぎょくざ, gyokuza), 王位 (ja) (おうい, ōi)
- katalaneg : tron (ca) , setial (ca)
- kroateg : presto (hr)
- kurdeg : text (ku)
- latin : thronus (la)
- malayseg : geta (ms)
- nederlandeg : troon (nl)
- okitaneg : tròne (oc)
- perseg : سریر (fa) (sarir)
- poloneg : tron (pl)
(3)
mekanikerezh
Roll an daveoù :
- [1] : Ar c'hCatholicon
- [2] : Geriadur Gregor Rostrenenn
- [3] : Lexique Étymologique des termes les plus usuels du Breton Moderne, p. 49.
- [4] : Ar Gonideg, Dictionnaire celto-breton ou breton-français, 1821, p. 63.