Yves Cochet
Yves Cochet, politikour a orin Breizhad, a zo ganet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1946 e Roazhon.
Dilennet eo kannad Glaz d'ar 16 a viz Even 2002, evit an XIIvet marevezh-lezenniñ (2002-2007), e 11vet pastell-vro Pariz (lodenn eus ar 14vet arondisamant).
Buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude studioù war ar matematik, e teu da vezañ kelenner-enklasker e Skol-Uhel Broadel ar Skiantoù Pleustrek (INSA) e Roazhon e 1969. E miz Even 1971, e tifenn e zezenn war ar matematik. E pad ma oa studier e oa prezidant an Unef e Skol-Veur ar skiantoù Roazhon.
Er bloavezhioù 1970 e kemer perzh er stourmoù enep-nukleel e Breizh hag e teu da vezañ ezel eus an SEPNB hag eus Dour ha Stêrioù Breizh.
E 1973, e teu da vezañ ezel ivez eus Mignoned an Douar (Friends of the Earth), hag e krou strollad lec'hel Roazhon e 1977.
E 1984, ez eo e touesk krouerien strollad Ar Re C'hlas. Mouezh-aotret ar strollad ez eo etre 1984 ha 1986 hag endro etre miz Kerzu 1992 hag Even 1997.
E 2001, e kemer plas Dominique Voynet evel ministr an endro hag aozañ an tiriad, betek ma vije kollet an dilennadegoù gant Lionel Jospin, an 21 a viz Ebrel 2002.
Kefridioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 20/03/1989 - 18/06/1995 : Ezel eus Kuzul-Kêr Roazhon
- 25/07/1989 - 31/12/1991 : Kannad european
- 01/06/1997 - 10/08/2001 : Kannad gall
- 10/07/2001 - 05/05/2002 : Ministr an endro hag aozañ an tiriad e gouarnamant Lionel Jospin
- (gwellet : Ministred gouarnamant Lionel Jospin)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- La Terre en otage (gant Agnès Sinaï). 2003. Emb. Fayard. Paris. ISBN : 2213617015
- Pétrole apocalypse. 2005. Emb. Fayard. Paris. ISBN : 2213622043
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diaraoget gant Dominique Voynet |
Ministr an endro er gouarnamant Gall | Heuilhet gant Roselyne Bachelot |