Yuzevien
Iskevrennad eus | pobl |
---|---|
Anv er yezh a orin | יהודים |
Yezhoù komzet pe skrivet | hebraeg |
Relijion | yuzevegezh |
Anvet diwar | Yehouda |
Stad | Israel |
Bro orin | Rouantelezh Yehouda |
Studiet gant | Jewish studies |
Istor | Jewish history |
Enebet ouzh | Jentiled |
Roll elfennoù | lists of Jews |
Ar Yuzevien (hebraeg: יְהוּדִים / yehoudim, gregach : Ἰουδαῖοι / Ioudaĩoi, latin : Iudaei), a zo izili ur bobl dre o yuzevegezh, pe ur gumuniezh relijiel dre ar yuzeviezh.
Hervez o hengoun e tiskennont eus patriarked a zo meneget en Testamant Kozh evel Abraham, eus ur bobl semitek undoueour eus Palestina.
Strewet e voent dre ar bed a-bezh e-kerzh ar c'hantvedoù (an diaspora), heskinet alies — an heskinadeg washañ e voe ar Shoah e-kreiz an XXvet kantved —, met kalzik anezho a zistroas da sevel stad Israel, hag un tammig en tu-hont da 40% anezho a zo o vevañ eno.
Piv a zo Yuzev?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'emañ ket an holl Yuzevien a-du war ar poent-se, met gallout a reer neoazh sevel roll ar poentoù heverkañ ha degemeretañ:
- Hervez gouarnamant Israel hag al lezenn war ar gwir d'an distro (hervez enkemmad 1970): Yuzev eo an den en deus ur vamm yuzevez, pe an den a zo troet ouzh ar yuzeviezh (ar relijion yuzev) ha n'en deus relijion all ebet[1].
- Dre vras e tegemer ar Yuzevien e vefe Yuzev kement diskennad eus Yuzevien ha pa ne heuilhfe ket ar relijion, ha war an tu all e tegemeront da Yuzev an dud troet ouzh o relijion ha pa ne vefent ket Yuzevien a-orin[2].
- Un identelezh a zo ivez, disheñvel diouzh ar relijion, gant ar santimant da vezañ ezel eus ur bobl, ha dre an istor a-hed ar c'hantvedoù, al liamm gant Israel, ouzhpenn ar sevenadur gant sonerezh, ar yezh, ar boued, ar mod bevañ…; ar pep brasañ eus ar Yuzevien, ha p’o dije dilezet o relijion, a chom stag ouzh o identelezh[2].
- N'eus ket eus ur "ouenn" yuzev pa gaver Yuzevien gant kroc'hen gwenn, gant kroc'hen du, gant kroc'hen melen; ouzhpenn se e vagont disfiz diouzh ar c'heal "gouenn"-se dreist-holl abaoe politikerezh an Trede Reich en o eneb, diazezet war ar c'heal-se[2].
Ar Yuzevien dre ar bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Burev Kreiz Israel ar Stadegoù e oa 13 421 000 a Yuzevien dre ar bed e 2009, da lavaret eo war-dro 0,19% eus poblañs ar bed[3].
Hervez ar broioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bro | Yuzevien (niver) | Yuzevien (%) |
---|---|---|
Israel | 5 916 200[4] | 75,52% |
Stadoù-Unanet | 5 275 000 | 1,71% |
Frañs | 483 500 | 0,77% |
Kanada | 375 000 | 1,11% |
Rouantelezh-Unanet | 292 000 | 0,47% |
Brazil | 207 329 | 0,10% |
Rusia | 205 000 | 0,15% |
Arc'hantina | 182 300 | 0,45% |
Alamagn | 119 000 | 0,15% |
Aostralia | 107 500 | 0,50% |
Ukraina | 71 500 | 0,16% |
Suafrika | 70 800 | 0,14% |
Hungaria | 48 600 | 0,49% |
Mec'hiko | 39 400 | 0,04% |
Belgia | 30 300 | 0,28% |
an Izelvroioù | 30 000 | 0,18% |
Italia | 28 400 | 0,05% |
Bed | 13 558 300 | 0,21% |