Nivc'heg
Neuz
Nivc'heg (mer nivx tif/ /ñiγvn duf/ (rannyezh Sac'halin)) | |
---|---|
En arvar bras | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Rusia |
Rannved : | Azia |
Komzet gant : | 400 (1989) |
Renkadur : | Goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù digenvez
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | got |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | NIV |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
An nivc'heg (нивхгу - nivc'hgou) a zo ur yezh digenvez komzet e Manchouria Diavaez tro-dro d'ar stêr Amour hag e hanternoz Enez-Sac'halin. Gilyakeg e vez graet eus ar yezh e manthoueg. Daoust ma'z eo ur yezh digenvez e vez renket peurliesañ an nivc'heg e-touez ar yezhoù paleo-siberiek.
Rannyezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div rannyezh a zo:
- Nivc'heg an Amour : 100 a gomzerien war ur boblañs a 2000. Peuzvarv eo.
- Nivc'heg Sac'halin : 300 a gomzerien war ur boblañs a 2 700. En arvar bras emañ. Ne vez mui tremenet d'ar vugale met, er c'hontrol da rannyezh Amour e vez implijet c'hoazh er vuhez pemdeziek.
An niveroù e Nivc'heg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 ñ(i)-
- 2 m(i/e)-
- 3 c(e)-
- 4 n(e)-
- 5 tho-
- 6 ngax-
- 7 ngamg
- 8 minr
- 9 ñeñben
- 10 mxo-