Math, mab Mathonwy
Math, mab Mathonwy eo anv diwezhañ skourr Pevar skourr ar Mabinogi. Teir lodenn zo ennañ, ha kaoz zo eus Math, roue Gwynedd, hag eus e niz, an hudour Gwydion.
Math
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roue Gwynedd ha hudour eo Math. Kement kaoz mouslavaret a vez klevet gantañ.
Ar vojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwalladenn Goewin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goewin, « ar c'haerañ plac'h yaouank eus he remzi », eo ar werc'hez yaouank a rank Math lakaat e dreid war he barlenn pa ne vez ket o vrezeliñ. N'hall ket ober tro e rouantelezh, e nized Gilfaethwy ha Hyfeidd eo a ra en e lec'h. Gilfaethwy zo orgedet ouzh Goewin, hag e vreur all Gwydion en deus kavet un tu da bellaat Math diouzh Goewin. Lakaet e vo brezel da sevel etre Gwynedd, Powys ha Deheubarth. Moc'h burzhudus, eme Gwydion d'e eontr, zo degouezhet eus Annwn, e ti Pryderi, roue Dyfed. Gallout a rafent skrapañ anezho.
Hag int mont da di Prederi, roue Dyfed, gwisket evel barzhed, ha Gwydion da gontañ un istor. Goude e tiskuilh perak e oant deuet, hag eskemm a ra ar moc'h ouzh 12 marc'h kalloc'h ha 12 levran ha n'int nemet troioù hud ha na badont nemet un devezh.
Gwydion hag e vagad a zistro da Wynedd, ha Pryderi gant e arme war o lerc'h. Da noz, tra m'emañ Math er brezel, ez a Gilfaethwy da wallañ Goewin. Emgann bras zo, gwad a ruilh a-leizh, hag echuiñ a ra gant Gwydion pa deu a-benn da lazhañ Pryderi. Pa zistro Math d'e gastell e klev digant Goewin ne c'hall-hi ket dougen treid Math ken peneogwir n'eo ket gwerc'hez ken. Ha hi kontañ ar walladenn.
Dimeziñ dezhi a ra Math evit diwall hec'h enor, hag e ro aotrouniezh dezhi war he domanioù. Evel kastiz e tro e nized e loened gouez, an eil e karv hag egile en heizez, e kondaon anezho da gaout unan bihan, hag e kas anezho d'an harlu. Goude e tro anezho e gwiz ouez hag e tourc'h gouez, ha goude e bleiz hag e bleizez. A-benn tri bloaz e tro anezho e tud en-dro. Tri bugel o deus bet e-keit-se: Hyddwn (anv tost da heizez), Hychtwn (anv tost da hoc'h), ha Bleiddwn (bleiz evel-just).
Tri berz Llew Llaw Gyffes
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Klask zo war-lerc'h ur werc'hez da gemer lec'h Goewin, ha kinniget ez eus anv Arianrhod, merc'h Dôn ha nizez d'ar roue. Evit asuriñ eo gwerc'hez e rank tremen war wialenn hud Math. Pa ra, kerkent e c'han daou vab. Ar c'hentañ, kenkent ha badezet, a ya d'ar mor, ha diwar wel, Dylan Eil Ton e anv, da gompren evel mab an tonnoù.
An eil mab zo laeret gant Gwydion, ha roet d'ur vagerez; kreskiñ a ra div wech buanoc'h eget ar vugale all. D'e 8 vloaz eo kaset gant Gwydion da gastell e vamm. Met ur sord (geis) a daol-hi dezhañ: anv ebet n'hallo kaout ma n'eo ket roet gant e vamm.
En deiz war-lerc'h, war an aod, e sav ur vag gant bezhin hag e tistroont da gastell Arianrhod, en ur stumm ha n'hall ket bout anavezet. E bourzh ar vag e wel pegen ampart eo ar bugel, hag e ra un anv anezhañ, Llew Llaw Gyffes (« Lleu Asur e Zorn »), hep dezhi e anavezout. Pa wel eo bet touellet e taol ur sord all: n'hallo ket kaout armoù, nemet ar re a vo roet ganti. D'euet d'e oad, setu Llew, Gwydion bepred gantañ, o tistreiñ da gastell e vamm, dezho doare barzhed, ha degemeret int el lez. Gant un taol hud e ro Gwydion da grediñ ez eus ur morlu bras o tostaat da argadiñ. Hag Arianrhod, hep dezhi gouzout eo he mab, da sikour Llew da gemer armoù.
Da get ez a an huderezh kenkent, ha hi da deurel un taol hud all: biken ne gavo pried e-touez gouenn Mab-den. Hag int-i neuze da vont da glemm dirak ar roue Math, hag an daou hudour da genlabourat ha da grouiñ ur vaouez a oa « kaerañ ha disiañ plac'h zo bet biskoazh er bed » diwar bleunioù derv, banal, ha bleunioù ar pradoù, hag a voe anvet Blodeuwedd (« doare ar bleunioù»).
Ha Math ha reiñ dezhañ cantref Dinoding da ren warni.
Blodeuwedd
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un deiz, aet Llew da welout Math d'e lez, e tremen chaseourien dirak e di e Mur Castell, ha Gronw Pebyr en o zouez. Ha Blodeuwedd d'e bediñ da goan. Orgediñ a reont an eil ouzh egile ha tremen an nozvezh a-gevret, hag an devezhioù goude. Pa zistro Llew e ra-hi van da gaout aon na varvfe he fried. Hag eñ da gontañ ne vo ket aes e lazhañ: e-pad bloaz e ranko bezañ graet ar goaf a c'hallfe e lazhañ. Ouzhpenn-se n'hall ket bezañ lazhet nag e-barzh ti nag er-maez, na war varc'h na war droad. N'hall bezañ lazhet nemet pa ra e gibelladenn, pa vez gant un troad war ar gibell hag egile war gein ur bouc'h.
Kengelteg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a rafe an anv Math eus ar c'hengelteg *matu, hag a dalv kement hag arzh [1].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Proto-Celtic—English lexicon from the University of Wales.
Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Les Mabinogion. Ar skridoù e saozneg hag e galleg En saozneg, skrid Charlotte Guest, hag en galleg troidigezh Joseph Loth.