Goewin
Neuz
Goewin zo ur plac'h yaouank eus pevare skourr ar Mabinogi, Math fab Mathonwy, hag ar bravañ plac'h eus he remzi.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roue Gwynedd eo Math, ha pa ne vez ket brezel e rank e dreid bezañ ouzh kof ur werc'hez, ha Goewin an hini eo.
Un niz d'ar roue, Gilfaethwy, zo orgedet ouzh Goewin. E vreur drouiz a laka brezel da sevel ouzh Pryderi evit rediañ Math da vont d'an emgann, da bellaat ouzh Goewin. Brezel zo, hag e-keit se eo bet gwallet Goewin gant Gilfaethwy.
Pa zistro Math e klev an istor gant Goewin. Gwallet eo bet, n'eo ket gwerc'hez ken, n'hall ket dougen treid ar roue ken, emezi. Dimeziñ a ra Math dezhi neuze, evel dic'haou, hag Arianrhod eo ar werc'hez a gemero he lec'h.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (br) Ar Mabinogion, troet gant Fañch Elies, embannet gant Mouladurioù Hor Yezh e 1991.
- (fr) Les Quatre branches du Mabinogi et autres contes gallois du Moyen-Age, troidigezh c'hallek eus ar Mabinogi graet gant Pierre-Yves Lambert, embannet gant Gallimard, « L'aube des peuples », Pariz, 1993, (ISBN 2-07-073201-0).