Lindisfarne
Stad | Rouantelezh-Unanet |
---|---|
E tiriad | Northumberland |
Kontelezh istorel | Northumberland |
War ribl | Mor an Hanternoz |
Daveennoù douaroniel | 55°40′48″N 1°48′9″W |
Kod-post | TD15 |
Daveennoù an Ordnance Survey | NU129420 |
Lindisfarne, anvet ivez Holy Island, zo un enezenn e biz Bro-Saoz, e Northumberland, er reter d'an hent etre Dinedin ha Newcastle upon Tyne. 162 a dud zo o chom enni, ur c'hastell hag un abati warni.
Medcaut
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E hengembraeg e oa Medcaut hec'h anv, hervez skrid Historia Brittonum, eus an IXvet kantved. Hervez Andrew Breeze e teufe an anv-se eus ar gerioù latin Medicata (Insula), "Enez al louzoù", ha marteze e oa brudet he zachenn evel louzaoueg.
Hervez Historia Brittonum, e oa bet emgannoù er VIvet kantved, hag e oa deuet Urien Rheged ha rouaned all eus an Hanternoz kozh, Rhydderch Hael, roue Ystrad Clud, da vrezeliñ ouzh an Angled, renet gant Theodoric, ha padet tri deiz ha teir noz.
Abati
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-bouez eo bet abati Lindisfarne er Grennamzer, e rouantelezh Northumbria. Krouet e oa bet gant Aidan, ur manac'h iwerzhonat, deuet eus Iona, en Inizi Gall, war c'houlenn ar roue Oswald Northumbria war-dro 635.
Brudet eo Cuthbert Lindisfarne a voe abad eno, hag an ebed Eadfrith hag Eadberht.
Alese e vije aet Ivi, ar sant brezhon, pe moarvat iwerzhonat, en deus roet e anv da Sant-Divi e Bro-Leon, da Sant-Ivi e Kernev ha da veur a lec'h all e Breizh (Pondivi, Logivi...).
Er bloavezhioù 700 e voe savet Avieloù Lindisfarne en abati. E 793 e tegouezhas armeadoù Lec'hlenniz, marteze ar re gentañ o lammat gant Bro-Saoz. Dre ma vezent niverusoc'h ez eas kuit ar venec'h. Goude alobadeg an Normaned e 1066 e voe savet ur prioldi en enez.
E 1550 e voe savet ur c'hastell bihan.