GeoGuessr
Neuz
GeoGuessr ("Divinour(ez) an Douar" a c'hellfe bout e brezhoneg) zo ur c'hoari douaroniel digor war an Internet, savet gant Anton Wallén d'an 9 a viz Mae 2013.
Lec'hiet e vez ar c'hoarier(ez) war un dachenn hag a vez dibabet gant Google Street View ; ret eo d'an den neuze divinout da be lec'h ec'h eo bet kaset dre implijout an arverkoù a wel war skramm.
Aes e vez a-wechoù evit tud 'zo, pa welont Tour-tan Sant-Pêr o tifoupañ. Diaesoc'h avat eo p'en em gaver dirak petroglifoù hag a zo e Wadi Roum ; fiñval, furchal, sellout pizh ha goulenn alioù tud arall eo an diskoulm neuze.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) GeoGuessr