Día de la Raza
Neuz
An Día de la Raza, "Deiz ar Ouenn", a vez lidet er broioù spagnolek d'an 12 a viz Here da gounaat kavadenn Amerika gant ar moraer Cristóbal Colón e 1492.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Faustino Rodríguez-San Pedro, bet ministr spagnol, ha neuze Prezidant an Unión Ibero-Americana a soñjas e 1913 aozañ ul lid da unaniñ Spagn ha Latinamerika ; an 12 a viz Here hag an anv Fiesta de la Raza a voe dibabet gantañ[1].
D'an 12 a viz Here 1914 e voe dalc'het al lid kentañ[2].
E 1915 e voe kemmet an anv e Día de la Raza.
E Spagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus nemet e Spagne e lider an Día de la Hispanidad, diwar ur ger a vije bet savet e dibenn an XIXvet kantved.
En 1918 koulskoude e oa bet lidet evel Día de la Raza gant ar roue Alfonso XIII.
Anvioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Día de la Fiesta Nacional
- Día Nacional de España
- Fiesta de la Hispanidad e Spagn
- Día de la Madre Patria
- Día del Descubrimiento
- Día de Colón (evel Columbus Day, e SUA)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (es) Fiesta de la Raza
- ↑ (es) Ezama Gil, Ángeles : La Infanta Eulalia de Borbón: Vivir y Contar la Vida, 2009, Prensdas Universitarias de Zaragoza, (ISBN 978-8-4927-7408-1)