Blowin' in the Wind
Blowin' in the Wind zo ur ganaouenn saoznek savet e miz Ebrel 1962 gant Robert Zimmermann, anv gwirion Bob Dylan, enrollet e Gouhere, hag embannet e 1963 en e albom The Freewheelin' Bob Dylan. Teir sizhunvezh diwezhatoc'h e voe enrollet gant Peter, Paul and Mary, hag an enrolladur-se eo a reas ar muiañ a verzh kenwerzhel.
Patrom ar ganaouenn eneberez eo, kan ur remziad e voe, ma teuas an oberour, en e 20 vloaz, da vezañ evel mouezh an emsav evit ar gwirioù keodedel e SUA.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En un davarn, The Commons, anvet diwezhatoc'h Fat Black Pussycat, ur pardaez a viz Ebrel 1962, e voe savet ar werz. Goude ur gaozeadenn bolitikel e skoas Dylan ar gerioù war ar paper, daou goubled hag un diskan, hag un toullad notennoù sonerezh. Hag eñ neuze d'ar Gerde's Folk City, ma kane Gil Turner hag an New World Singer. En ehan, e-kreiz an abadenn, e teuas Turner da gorn an arzourien, ha Dylan da ganañ e werz dezhañ. Plijet bras Turner, ma c'houlennas deskiñ anezhi. Ha da zistreiñ war al leurenn ma embannas : « Itronezed hag Aotrounez, setu ur ganaouenn hag a garfen kanañ deoc'h, savet gant unan eus hon gwellaén sonaozourien. N'eo ket peursec'h al liv war ar paper, ha setu penaos eo. » Goude kanet gant Turner, ar selaouerien da sevel, ha da stlakal o daouarn. Goude-se e voe savet ur c'houbled all, laket er c'hreiz.
Embannet e voe ar skrid e Mae 1962, e Broadside, kelaouenn savet gant Pete Seeger.
Diwar-benn Blowin' in the Wind e lavaras Dylan d'al Los Angeles Times : « Skrivet eo bet en ur ober 10 munut, deuet ar gerioù din evel re ur c'han relijiel […]. E doare ar folk. Kemer a rez pezh zo bet roet dit ». gallout a rafe an oberour bezañ bet levezonet un tamm bennak gant emvuhezskrid Woody Guthrie, Bound for Glory : en un arroud eus al levr e ra Guthrie anv eus kazetennoù New York City o c'hwezhañ en avelioù ar straedoù ha banelloù. Anaout mat a rae Dylan skridoù Guthrie, ha n'eo ket e ganaouennoù hepken.
Awenet gant un ton kanet gant sklaved, aes ha didro, ne voe ket pell ar werz evit bezañ kanet gant ar studierien war leton ar skolioù-meur.
Kanerien all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kantadoù a ganerion er bed a-bezh o deus kanet ar ganaouenn e saozneg, hag o embannet o doare anezhi :
- e 1963 gant Chad Mitchell Trio, Peter, Paul and Mary, Bob Harter,
- e 1964 gant Sam Cooke, Marianne Faithfull, Johnny Mann Singers (en albom "Golden Folk Song Hits Vol.3.")
- e 1965 gant Marlene Dietrich[1], Odetta (en hec'h albom Odetta Sings Dylan ), Cher (en hec'h albom All I Really Want to Do), The Merrymen (en o albom "Introducing The Merrymen")
- e 1966 gant Stevie Wonder (en e album Up-Tight), Robert DeCormier Folk Singers (en o albom "The Folk Album"), New Christy Minstrels (en o albom "New Kick!")
- e 1968 gant The Hollies, laz Manchester, en o albom Hollies Sing Dylan ;
- e 1991 gant Neil Young & Crazy Horse, en albom Weld
- e 1996 gant Brothers Four;
- e 1997 gant The Seekers,
- e 2005 gant Dolly Parton,
- e 2009 gant Mina (kanerez italian)
- hag ivez Joan Baez, Judy Collins, Elvis Presley, Janis Joplin, The Kingston Trio, Chet Atkins, Cliff Richard, John Fogerty, The Supremes, The Hooters, Bobby Darin, Bruce Springsteen, Jackie DeShannon, The Seekers, Etta James, Duke Ellington, The Doodletown Pipers, Sielun Veljet, Stan Getz, Dionne Warwick, Ziggy Marley, Ben Sidran, Me First and the Gimme Gimmes, Katie Melua.
Kanaouennoù saoznek all zo bet awenet ganti, evel Alma Ater gant Chad Mitchell Trio, pe Dogs of Alabama gant Tom Paxton.
Jazz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Eost 1966 e voe enrollet an albom Blowing in the Wind gant Lou Donaldson (1926-), Blowin' in the Wind e-touez ar seizh sonenn dibabet gant ar soner saksell jazz stadunanat hag embannet gant Cadet Records e 1967.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a rafe ton Blowin' in the Wind eus hini un Negro spiritual kozh, No More Auction Block, ur c'han sklaved repuet e Kanada goude ma voe lakaet berz war ar sklavouriezh gant ar Saozon e 1833. Anzav kement-se a reas Dylan e 1978 pa zisklêrias d'ar c'helaouenner Marc Rowland : 'Blowin' in the Wind has always been a spiritual. I took it off a song called No More Auction Block — that's a spiritual and Blowin' in the Wind follows the same feeling.'
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Doareoù all zo e meur a yezh: alamaneg, galleg, italianeg, katalaneg, spagnoleg.
En alamaneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Die Antwort Weiss Ganz Allein der Wind zo bet kanet
- gant Peter, Paul and Mary[2], Marlene Dietrich,
- gant Peggy March ha Benny Thomas[3]
Komzoù all zo gant Gerd Köster[4]
E galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri doare gallek zo bet savet :
- Dans le souffle du vent, gant Hugues Aufray, Pierre Delanoë & Jean-Pierre Sabard[5],
- Écoute dans le vent, gant Pierre Dorsey, kanet gant Richard Anthony[6],
- Soufflé par le vent, gant Graeme Allwright[7].
En italianeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Berzh bras a reas ar ganaouenn en Italia ha meur a zoare italianek zo :
- La Risposta (è Caduta Nel Vento), savet ha kanet gant ar sonaozour Mogol ; [4];
- kanet ivez gant Luigi Tenco, ha gant Kings, laz eus Verona:[8]
- Risposta Non c'è gant al laz Coro Giovani di Pojana Maggiore (doare relijiel)[9]
- doare all gant Andrea Buriani[10]
- gant Mauro Savigni :[11]
- gant Roberto Kunstler : Ner vento che va
- doare all gant Lando Ihle[12]
- doare all kanet e 1972 gant Millie en hec'h albom D'amore e di libertà.
E katalaneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- "Escolta-ho en el vent", gant Gerard Quintana & Jordi Batiste[13]
- doare all gant ur c'haner dizanv[14]
E portugaleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- gant Diana Pequeno[15]
E spagnoleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a zoare zo ivez
- La respuesta está en el viento, gant ar ganerez vec'hikan Vianey Valdez[16]
- Soplando en el viento gant ar c'haner arc'hantinat Daniel Daher[17] en e albom Tributo a mis antojos.
E svedeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- "Och vinden ger svar" ("Hag an avel a ro respont"), komzoù gant Tore Lagergren e 1963, kanet gant Otto, Berndt och Beppo, Lars Lönndahl, Sven-Ingvars, ha Michael med Salt och peppar.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar skrid: [5]* Kanet gant Bob Dylan e 1985
- Pennad italianek : http://www.antiwarsongs.org/canzone.php?id=101&lang=it.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ En ur bladennig gant div ganaouenn: tu A : Where Have All the Flowers Gone?, ha tu b Blowin' in the Wind (https://www.discogs.com/Marlene-Dietrich-Where-Have-All-The-Flowers-Gone/release/8918429).
- ↑ Kanet gant Peter, Paul and Mary
- ↑ https://www.youtube.com/watch?v=4a25dh1Tt9s
- ↑ http://lyrics.wikia.com/wiki/Gerd_Köster:Muse_Feife_Inne_Wind
- ↑ Kanet gant Hugues Aufray ha Francis Cabrel.
- ↑ Kanet gant Richard Anthony en abadenn skinwel Discorama, d'an 2 a viz Genver 1966.
- ↑ Kanet gant Graeme Allwright.
- ↑ https://www.youtube.com/watch?v=4B5jfcTSj_Y
- ↑ https://www.youtube.com/watch?v=sbIbzJGrMXY
- ↑ https://www.youtube.com/watch?v=AFmns5stiEo
- ↑ https://www.youtube.com/watch?v=PqybdHRVk9U
- ↑ Gantañ e-unan
- ↑ [1]
- ↑ [2]
- ↑ [3] Diskan e saozneg.
- ↑ Kanet gant Vianey Valdez
- ↑ Kanet gant Daniel Daher