Antistenes
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Aten (henamzer) |
Anv e yezh-vamm an den | Ἀντισθένης |
Deiziad ganedigezh | 444 BCE |
Lec'h ganedigezh | Piraeus |
Deiziad ar marv | 365 BCE |
Lec'h ar marv | Aten |
Yezhoù komzet pe skrivet | henc'hresianeg |
Yezh implijet dre skrid | henc'hresianeg |
Micher | prederour |
Tachenn labour | prederouriezh |
Studier | Diogenes of Sinope |
Bet studier da | Sokrates |
Luskad | Cynicism |
Member of the deme | talvoud dianav |
Levezonet gant | Sokrates |
Prantad | Marevezh hellenadek |
Antistenes (gresianeg : Ἀντισθένης "Antisthénês") a oa ur prederour gresian a vevas er 4e kantved kent hon amzer.
Goude bezañ desket ar retorik (e gregach rhètorikè), pe dareulerezh (Daveoù a vank), digant Gorgias (* –485, † –380) e voe un diskibl da Sokrates. Da heul kelennadurezh Sokrates e tibabas bevañ evel un askezour vertuzus.
Hervez lod gouizieien ec'h eo Antistenes ar mestr a ziazezas, war-dro ar bloavezh –390, ar skol brederouriezh a anver κυνισμός kynismos, Kinegezh, met lod all a lavar ez eo bet levezonet ar ginegezh gant Antistenes hep n'en dije kemeret perzh el luskad.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Aten, war-dro ar bloavezh –445, e voe ganet Antistenes. Trakian e oa e vamm[1], ar pezh a viras ouzh ar bugel a vezañ ur c'heodedour leunwir en Aten daoust d'e dad bezañ unan : un νόθος[2] nothos, ur bastard, e chomas a-hed e vuhez.
E –426, hag eñ 19 vloaz, e kemeras perzh en emgann Tanagra ma voe trec'h Aten war Danagra ha Thebai.
Pelloc'h e heulias kentelioù dareulezezh ar prederour Gorgias kent mont da gelenn ar sofegezh. Diwezhatoc'h e voe unan eus diskibled Sokrates. An dilontegezh eo ar perzh pennañ a chomas gant Antistenes a-douez pennsturiennoù e vestr.
D'an oad a 46 vloaz ez arvestas Antistenes ouzh e vestr Sokrates, 71 vloaz, o vezañ rediet da evañ pistri[3] ; hervez Diogenes Laertios e voe unan eus an dud a lakaas kastizañ heskinerien ar prederour meur.[4]
Goude-se e chomas Antistenes da gelenn en ur jiminasva a zegemere an hantergeodedourien. Κυνόσαργες "Kynósarges" e oa anv al lec'h-se, alese an anv Κυνικοί "Kynikoí", kineien, a voe roet d'e zeskarded.
Meur a skrid a veneg Diogenes Sinopeûs (* –413, † –327) evel diskibl Antistenes, daoust d'ar mestr nac'hañ kaout diskibled ; hervez ar vojenn, pa savas Antistenes e vazh da argas Diogenes e lavaras hennezh :
« Sko ! Biken ne vo kalet a-walc'h da vazh evit ma c'has kuit keit ha ma vi o komz ! ».[4]
Hervez Eudokia Augusta e varvas Antistenes d'an oad a 70 vloaz[5], er bloavezh –375 neuze, met Ploutarc'hos a skrivas e voe Antistenes, oadet 74 vloaz, en Emgann Leuktra d'ar 6 a viz Gouere –371, ma voe trec'h Thebai war Sparta ; hervez Ploutarc'hos c'hoazh e lavaras Antistenes e oa an trec'h-se « ur bagad skolidi o vazhata o c'helenner »[6].
Diodoros Sikilia (* c. –90, † c. –30) a ra meneg eus Antistenes o vezañ bev c'hoazh er bloavezh –366, oadet 79 bloaz[7]. En Aten e varvas Antistenes, d'an oad a 80 vloaz pe dost.
Labour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da lavar Diogenes Laertios e voe dek levr digant Antistenes, met tammoù hepken eus al labour-se zo deuet betek ennomp.
Diouzh an tammoù-se e c'heller krediñ e laboure Antistenes dre gendivizoù.
Pa ra meuleudi da Girus II Persia en eil lodenn eus e labour anvet Kuros e tag Alkibiades en un doare taer ; ken taer all eo e zoare da dagañ koulz e vestr kozh Gorgias ha Platon[8].
Glan ha mistr e oa stil Antistenes, a verzer pa lenner ar pezh a chom eus e labour.
Hervez an istorour gresian Theopompos (* c. –380, † c. –315) ec'h amprestas Plato un niver bras eus mennozhioù Antistenes[9].
Ar prederour roman Kikero (* –106, † –43) a zisklêrias :
« Ken plijet on bet gant levrennoù 4 (δ') ha 5 (ε') Kuros hag gant ar re all bet aozet gant Antistenes, un den speredek eo kentoc'h eget ur gouizieg »[10].
Anat eo e oa Antistenes un den speredek, ha barrek war an droukc'hoap ; plijout a rae dezhañ c'hoari gant ar gerioù, evel pa lavaras e kavje gwell kouezhañ e-touez brini (korakes) eget lubanerien (kolakes) rak ar re varv a vez debret gant an eil re hag ar re vev gant ar re all.[4]
Prederouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diogenes Laertios a skrivas :
Klask a rae prouiñ e c'hell ar vertuz bezañ kelennet, ha n'eus noblañs ebet estreget er vertuz. Ha lakaat a rae ar vertuz da vezañ trawalc'h da zegas hevoud rak trawalc'h eo dezhi bezañ ken kreñv ha Sokrates. Ha kadarn e oa war ar soñj ma'z eo ar vertuz un afer a oberoù, n'eo ket a c'herioù hag a gelennadurezh, ma c'hell an den fur bastañ d'e ezhommoù e-unan peogwir eo dezhañ holl madoù an dud all ; un dra mat eo ar vrud fall, par d'ar boan eo ; gant lezenn ar vertuz e vez sturiet an den fur en e oberoù foran, n'eo ket gant lezennoù ar gevredigezh ; dimeziñ a raio gant ar sell da gaout bugale gant ar merc'hed bravañ ; ne raio ket fae war ar garantez, rak ar furien hepken a oar piv zo dellezek da vezañ karet.[4]
Pa laka Antistenes lezenn an hinienn dreist lezenn ar gevredigezh e c'heller lavaret e tiskleir unan eus pennaennoù an anveliouriezh.
Divezelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Digant Sokrates e teskas Antistenes ur pennaenn eus an divezelezh : ar vertuz eo pal ar vuhez, ar blijadur n'eo ket.
Da lavar Antistenes, diouzh ar vertuz c'hlan eo oberoù ar furien hag un droug eo ar blijadur ouzhpenn dezhi bezañ diezhomm.[4]
Hervez an impalaer roman Juluan II (Flavius Caius Julianus, * 331, † 363) e oa ar boan ur bennozh evit Antistenes[11].
« Gwell eo din bezañ diskiant eget kaout plijadur » eme ar prederour gresian[4], met da grediñ zo ne gomze nemet eus plijadurioù dibad ar pemp skiant, pa gaver e skridoù Diogenes Laertios un deskrivadur eus Antistenes o kanañ meuleudi d'ar vignoniezh dibabet gant evezh[4] tra ma ra an istorour gresian Zenofon (* c. –430, † –354) meneg eus ar prederour ha plijadurioù an ene[12].
Da soñj Antistenes ec'h eo an oberiantiz vertuzus an dra gwellañ er vuhez, peogwir e vir ouzh an den fur a faziañ ; tost-tre d'ar boelloniezh eo er c'heñver-se, met ne c'heller ket he lakaat e pleustr hep harp "nerzh Sokrates".[4]
Prederouriezh naturel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E labour Antistenes e kaver e soñj diwar-benn natur an doueed : hervez ar prederour e kred ar bobl e kalz doueed met n'eus nemet unan a gement a zo naturel[13].
A-hend-all, n'eus netra par d'an doue-se war an Douar, neuze ne c'heller ket meizañ e natur dre skeudenn pe skeudenn[14].
Poelloniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre ma oa un nominalour anezhañ[15], lakaet diaes e veze Antistenes gant ar meizadoù hollek : pe gwir bepred pe diwir bepred e vez an termenadurioù hag al lakadennoù-diazez, emezañ, peogwir ne c'heller nemet deskrivañ ar pezh a weler hag e geñveriañ gant traoù all a anavezer ; dre-se e chome a-enep reizhiad Kealioù Platon : « Ur marc'h a c'hellan gwelet, » eme Antistenes, « hogen ar "varc'helezh" ne c'hellan ket. ».
Kinegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Boas e vezer da lakaat Antistenes da ziazezour luskad prederouriezhel ar gineien, met den ne c'hall kadarnaat e vije bet degemeret an anv-se gant ar prederour.
Ἀντισθένειοι Antisthéneioi "Antistenesidi" a ra Aristoteles anezho, hep menegiñ ar Gineien[16]. Diogenes Sinopeûs, ur C'hineg eus ar re galetañ, zo bet meneget amañ a-us evel diskibl Antistenes a-c'houde skrid Diogenes Laertios met den ne oar ha ganet e oa al luskad kinek pa oa Antistenes bev c'hoazh.
Mui-ouzh-mui a ouizieien a lavar ec'h eo bet deveret ar ginegezh diouzh skouer buhez askezek ar prederour, ha diouzh e vennozhioù, hogen ijinet e vije bet ar gejadenn etre Antistenes ha Diogenes Sinopeüs gant ar stoikourien evit liammañ Sokrates ouzh Zenon Kitium (* c. –334, † c. –262) dre Antistenes, Diogenes ha Krates.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Souda : Antisthenes, en Suda On Line (en)
- ↑ Stoa.org (en)
- ↑ Platon, Faidon (en)
- ↑ 4,0 4,1 4,2 4,3 4,4 4,5 4,6 ha4,7 Diogene Laërce, Vies et doctrines des philosophes illustres, Le Livre de Poche, 1999, ISBN 2253132411 (fr)
- ↑ Eudociae Augustae, Violarium, Lipsiae, 1880 XCVI Marv Antisthénês (el)
- ↑ Plutarque, Les Vies des hommes illustres, Bibliothèque de la Pléiade, Gallimard, levrenn 2, ISBN 978-2-07-010453-6 #Lycurgue de Sparte (fr)
- ↑ Diodorus Siculus, XV, 76-4 Perseus Digital Library (en)
- ↑ Athenaeus, The Deipnosophists, 220c-e Perseus Digital Library (el) (en)
- ↑ Athenaeus, The Deipnosophists, 508c-d Perseus Digital Library {{el]] (en)
- ↑ Kikero, Epistulae ad Atticum, levrenn XII, lizher 38, rann 2 Perseus (en)
- ↑ Julian, Orations, 6.181b Internet Archive (el) (en)
- ↑ Xenophon, Symposium, 4-41 Perseus (el) (en)
- ↑ Kikero, De Nature Deorum, 1-13 Remacle.org (fr)
- ↑ Titus Flavius Clemens (), Stromata 5 Remacle.org (fr)
- ↑ Hervez an nominalourien ez eus eus termenadurioù ha lakadennoù-diazez hollek pe difetis, hogen n'eus ket eus traezoù hollvedel ha difetis
- ↑ Aristoteles, Metaphysica, VIII-3 (1043b24) Remacle.org (el) (fr)