pediñ
Neuz
Gwelet ivez : pedin |
Brezhoneg
- Diwar]] an anv-kadarn ped hag al lostger -iñ.
- Meneget er C'hatolikon (pidiff).
- Da geñveriañ gant ar verb kerneveurek pysy.
Verb
Kemmadur | Furm |
hep | pediñ |
dre vlotaat | bediñ |
dre c'hwezhañ | fediñ |
dre galetaat | digemm |
amreizh | digemm |
pediñ /ˈpeː.dĩ/ verb kreñv eeun (anv-gwan-verb : pedet) (displegadur)
- Azeuliñ an doue pe ar sant dre e drugarekaat eus ur c'hras pe dre c'houlenn ur c'hras digantañ.
- Petra eo pedi? — (w:Katekiz ar vugale vihan, 1911, p. 30.)
- Ur paotr yaouank [...] a zo aze, dirak ar Werc'hez, o pediñ, e benn gantañ etre e zaouarn. — (Brogarour, Onenn, Gwengamp, 1936, p. 77.)
- [...] ha war bennoù e zaoulin war al leur dirak ar c'hraou e oa ur paotrig seizh vloaz o pediñ a vouezh uhel. — (Jakez Konan, NOZ AR PELLGENT, Al Liamm niv. 65, Du-Kerzu 1957, p. 14.)
- Bet e oant en kalz a lec'hioù santel, o pediñ Doue hag e vamm benniget da reiñ dezhe ur bugel, paotr pe blac'h, ha ne ouient ket petra da ober. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 275.)
- Pediñ a galon, pediñ c'hwek : ober pedennoù gredus.
- Pediñ un den : → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
- Me az ped. Me ho ped.
- — « Diwall na bokfe dit, me az ped, nag hi na den all ebet. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 110.)
- Pediñ unan bennak da ober un dra bennak → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
- Me ho ped da grediñ.
- Me ne blij ket din derc'hel da bediñ an dud da zebriñ ha da evañ pa vez traoù war an daol. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 398.)
- Ni zo deuet da bediñ ac'hanoc'h da zont d'an eured. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 399.)
- Pediñ unan bennak da zont d'ar gêr, da zebriñ peurliesañ
- Ne gavet ket, ma zad, e ve mat pediñ ivez ar briñsez koant a zo he c’hastell en kreiz ar c’hoad? — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 150.)
- Pediñ hag aspediñ : pediñ kreñv, hep distag, gant dalc'husted.