Mont d’an endalc’had

kuzh-heol

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Ger kevrennek savet diwar kuzh ha heol.
Kentañ roud er XVIIvet kantved, hervez Devri.

Anv-kadarn

kuzh-heol /kyˈsɛwl/ hollek gourel (kuzhheolioù, kuzhioù-heol)

  1. (Hep ger-mell alies pa gomzer eus ur c'houlz) Mare eus an deiz pa'z a an heol da guzh.
    da guzh-heol, KAB 1/63, 68 73
    ... deut da guzh-heol ... — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 75.)
    un tammig goude kuzh-heol — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 79.)
    a-benn kuzh-heol, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 75.)— (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 105.)
    Setu aze ur c'hi hag ho kaso, hag a chomo ganeoc'h betek kuzh-heol.— (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 16.)
  2. (gant ar ger-mell peurliesañ) kornôg.
    Mont war-du ar c'huzh-heol

Troioù-lavar


Troidigezhioù

(1)