erc'h
Neuz
Brezhoneg
- Meneget er C'hatolikon (erch).
- Da geñveriañ gant ar gerioù eira, eiry en kembraeg, ergh en kerneveureg, argios en galianeg.
Anv-kadarn
erc'h /ˈɛrx/ strollder, unanderenn erc'henn
- Dour skornet a gouezh eus ar c'houmoul e stumm malzennoù.
- ..., pegen kalonek e vezent dindan erc'h ha skorn, ... — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 31.)
- Diouzh ar goañv, pa veze ar yar wenn o tispluañ, e raemp boulioù erc'h d'en em gannañ ha riskladennoù war ar c'hler. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 218.)
Gerioù heñvelster
- kaoc'h aelez (fentus)
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- ober erc'h
- gwennoc'h eget an erc'h
- gwenn evel an erc'h
- kaer evel an erc'h
- yen evel an erc'h
- Pa vez erc'h war an douar ne vez na tomm na klouar.