divaskell
Neuz
Brezhoneg
- Diwar an anv-gwan pegementiñ div hag an anv-kadarn askell.
Furm anv-kadarn
divaskell /diˈwaskɛl/ daouder benel (furm vihanaat : divaskellig); divaskelloù.
- Daouder an anv-kadarn askell
- War an nij e tiskennont eus kastell o zad, rak dilhad o deus gant divaskell ha pluñv gwenn, hag e nijont gante evel sined. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 69.)
- [...]; mes, e feson, ar Republik a rank bezañ mamm da gement den fall a zo en hor bro ; a-zindan he divaskell da vihanañ ec'h en em lakeont holl. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 151.)
- Kenavezo ar c'henta, a liviriz d'am c'henvreudeur, ha me enn hent, en eur jilgammat, a-zindan diou-askell an Aoutrou Doue ha va Eal-mad. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 22.)
- [...], ur burzhud a goantiz gant e zaou gorn eeünet war-dreñv evel lien ur vag o skarañ lark-kaer, pe 'vel divaskell evned bras an donvor. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 32.)
- Ar valafenn, skañvbenn hag hedro, a oa anezhañ, o teviñ edo he divaskell ouzh flamm ar c'hadaliezh. — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 65.)
- − Un tasmant, a gav dit ?
− N'on ket 'vit lâret. Trouz un divaskell, marteze. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 287.)