Mont d’an endalc’had

Kerzu

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Simon Bening - Kerzu

Brezhoneg

Etimologiezh

(1499[1] querzu[2]) Eus ar ger krennvrezhonek qeverdu memes ster dezhañ. Kevatal eo gant ur ger kembraek *cyfor-ddu « keñver du : du penn-da-benn », anvet e-giz-se d'e enebiñ ouzh « miz Du ». Sellet ouzh du ha keñver.[1]

Anv-kadarn

Kerzu /ˈkɛr.zy/ gourel

  1. Daouzekvet miz ar bloaz en deiziadur gregorian, dezhañ 31 deiz, goude miz Du hag a-raok miz Genver.
    E miz Kerzu emaomp.
    Hiriv emañ ar bemp a viz Kerzu.
    Ar bemp a viz Kerzu emaomp hiriv.
    D'ar bemp warn-ugent a viz Kerzu emañ Nedeleg.

Troidigezhioù

Gwelet ivez

  • Ar pennad « Kerzu » e-barzh Wikipedia Pennad war Wikipedia
Miz a-raok :
Du
Mizioù ar bloaz Miz war-lerc'h :
Genver

Daveoù

Roll an daveoù :