Zom 100: Bucket List of the Dead
Titl | ゾン100〜ゾンビになるまでにしたい100のこと〜 ![]() |
---|---|
Labour da-heul | Zom 100: Bucket List of the Dead, Zom 100: Bucket List of the Dead ![]() |
Tachenn | zombie anime and manga, horror anime and manga, comedy anime and manga, dystopian fiction ![]() |
Aozer | Haro Aso ![]() |
Ti-embann | Shōgakukan, Studio JG ![]() |
Bro orin | Japan ![]() |
Yezh an oberenn pe an anv | japaneg ![]() |
Deiziad embann | 19 Her 2018 ![]() |
Skeudennaouer | Kōtarō Takata ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://sundaygx.com/work/1093/ ![]() |
Bet embannet e | Sunday GX ![]() |
Zom 100: Bucket List of the Dead (ゾン100〜ゾンビになるまでにしたい100のこと〜 Zon 100 ~Zonbi ni Naru Made ni Shitai 100 no Koto~?) zo un heuliad mangaoù japanat skrivet gant Haro Aso ha treset gant Kotaro Takata. Bez eo bet embannet gant Shogakukan evel seinen er gelaouenn Monthly Sunday Gene-X abaoe miz Here 2018. Dastumet eo bet ar chabistroù en 18 tankōbon e miz Du 2024. An heuliad a zo bet prenet evit ar stumm saoz en Norzhamerika gant Viz Media hag evit gevred Azia ar gwirioù a zo gant Shogakukan Asia.
Ur stumm stirad skinwel anime a zo bet produet gant Bug Films ha skignet etre miz Gouhere ha miz Kerzu 2023. Er-maez eus Azia eo perc'hennet ar gwirioù gant Viz Media. Muse Communication en deus prenet lisañs an tresadenn-bev e rannvroioù su ha gevred Azia. Ur film gwirion a zo bet savet ha skignet war Netflix e miz Eost 2023.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Akira Tendo, 24 vloaz a zo o labourat evel un damsklav en ur vurev en un embregerezh bruderezh. Un deiz e gompren eo dister e vuhez hag hep pal ebet. Abaoe tri bloaz ne ra nemet bezañ flastret en embregerezh ha skuizh eo a benn bremañ. Un apokalips zombi a grog e Tokyo, evit Akira n'eo ket ur wall dra met ur chañs evit bevañ leun a avanturioù na vije ket bet tu dezhañ bevañ en ur genderc'hel gant e vuhez labour. Divizout a ra sevel ul listenn kant obererezh d'ober a-raok bezañ troet d'ur zombi. Dre-se en deus adkavet ur pal.