War Office
Neuz
War Office
Deiziad krouiñ | 1684 |
---|---|
Stad | Rouantelezh-Unanet, Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
Isaozadur | General Staff, Directorate of Military Intelligence, Quartermaster General's Branch |
Sez sokial | Old War Office Building |
Bet erlec'hiet gant | Ministrerezh Difenn ar Rouantelezh-Unanet |
Deiziad divodañ | 1964 |
Oberennoù zo en dastumad | Museum of Modern Art, National Museum of World Cultures, Tate, Liemers Museum |
War Office (brezhoneg : Burev ar Brezel) e oa anv an aozadur eus gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet karget da verañ lu Breizh-Veur adalek 1857 betek 1964[1]. Er bloavezh diwezhañ-se e oa bet fiziet ar gefridi e Ministrerezh an Difenn (Ministry of Defence, MoD). Kevatal e oa, d'ar mare-se, d'an Amiraliezh.
Ar War Office a rae war-dro ar Royal Navy (RN) ha, kalz diwezhatoc'h, war-dro Ministrerezh an Aer, a rene ar Royal Air Force (RAF). An anv War Office a oa roet ivez d'ar savadur, lec'hiet er c'horn etre Horse Guards Avenue ha Whitehall e kreiz-kêr Londrez. Gwerzhet eo bet ar savadur pennañ d'ar 1añ a viz Meurzh 2016 gant ar Gouarnamant evit ouzhpenn £350 milion, evel furm war 250 vloaz ha da vezañ troet en ul leti cheuc'h ha ranndioù.