Mont d’an endalc’had

Walter Scott

Eus Wikipedia
Sir Walter Scott
Walter Scott
Poltredet gant Henry Raeburn e 1822
Obererezh Alvokad, barner, ofiser-a-justis, barzh, romantour, dramaour, istorour
Ganedigezh 15 a viz Eost 1771
Din-Edin, Banniel Bro-Skos Bro-Skos
Marv 21 a viz Gwengolo 1832
Galashiels, Bro-Skos
Yezh skrivañ Saozneg
Luskad lennegel Romantelouriezh
Oberennoù pennañ
  • Minstrelsy of the Scottish Border
  • Waverley
  • Ivanhoe

Sinadur
Annez an tiegezh Scott e Din-Edin adalek war-dro 1778

Sir Walter Scott, 1 Baronet FRSE FSAScot (Dinedin, 15 a viz Eost 1771Galashiels, 21 a viz Gwengolo 1832), a oa ur skrivagner, ur barzh, un dramaour hag un istorour skosat.

Un darn vras eus e oberennoù zo chomet klasel e lennegezh Europa hag e hini Bro-Skos, en o zouez ar romantoù Ivanhoe, Rob Roy, Waverley, Old Mortality, The Heart of Mid-Lothian ha The Bride of Lammermoor, hag ar barzhonegoù-danevellañ The Lady of the Lake ha Marmion. Bras e voe e levezon war lennegezh Europa ha hini Stadoù-Unanet Amerika.

Un alvokad, ur barner hag un ofiser-a-justis e oa dre vicher ; e-kichen e labour e oa grefier ha barner-baleer Selkirkshire. Unan eus izili pennañ an tuad politikel Tory[1] e oa, hag un ezel eus ar Royal Highland and Agricultural Society of Scotland ; beskadoriad ar Society of Antiquaries of Scotland e voe adalek 1827 betek 1829, ha kadoriad ar Royal Society of Edinburgh adalek 1820 betek 1832[2]

Dre e c'houiziegezh a-fet Istor hag e zonezon evit skrivañ e voe diazezer ar romant istorel evel ur rann eus ar romantelouriezh en Europa.

D'an 22 a viz Ebrel 1820 e voe deroet dezhañ an titl a varonet ("baronig") Abbotsford e Roxburghshire, Bro-Skos ; da get ez eas an titl goude marv e vab e 1847.

D'ar 15 a viz Eost 1771 e kêr gozh Din-Edin e voe ganet Walter Scott, navet bugel Walter Scott (17291799), un ezel eus Klann Scott[3] hag ur gwiraour er Society of Writers to Her Majesty's Signet, hag e bried Anne Rutherford, ur c'hoar d'ar mezeg ha kimiour Daniel Rutherford[4] hag un diskennadez eus Klann Swinton.

Goude ur barrad poliomyelitis e 1773, pa oa daou vloaz, e chomas kamm[5], ur stad hag a levezonas e vuhez hag e oberennoù. Evit gwellaat e yec'hed e voe kaset da vevañ en atant e dud-kozh a-berzh tad er Scottish Borders[6] Eno e teskas lenn dre e voereb Jenny Scott, ha diganti e teskas ar yezh hag ar mojennoù niverus a gaver er braz eus e oberennoù.

E miz Genver 1775, oadet pevar bloaz, e tistroas da Zin-Edin ; en hañv en devoe ur gurvezh gant e aunt Jenny e Bath e Somerset, e su Bro-Saoz. Er goañv 1776 e tistroas da di e dud-kozh, kent ur gurvezh all en hañvezh 1777 e Prestonpans nepell diouzh Din-Edin[6].

Bloaz goude, e 1778, Walter Scott, 7 vloaz, a zistroas da Zin-Edin da chom gant e dud en o annez nevez, m'en devoe kentelioù kent bezañ skoliataet. E miz Here 1779 e voe er Royal High School e kêr. Dre ma oa gouest da vale gwelloc'h ez ae da weladenniñ kêr hag ar maezioù tro-war-dro. Kalz e lenne ivez : romantoù marc'hegelezh, barzhonegoù, levrioù diwar-benn an Istor hag ar beajoù. Ouzhpenn ar skol en devoe kentelioù prevez war ar jedoniezh hag ar skrivañ, ha digant e gelenner e teskas Istor Iliz Bro-Skos.

E 1783 e kredas d'e dud e oa aet ar bugel 12 vloaz dreist e nerzh, setu e voe kaset da chom e-pad c'hwec'h mizvezh gant e voereb Jenny e Kelso er Scottish Borders, ma voe skoliataet ; eno e kejas ouzh ar vreudeur Ballantyne, a voe e voullerien hag embannerien diwezhatoc'h[7].

E miz Du an hevelep bloaz e voulc'has Walter Scott gant e studi klasel e Skol-veur Din-Edin. E miz Meurzh 1786, oadet 14 vloaz, e voe deskard e burev e dad evit bezañ gwiraour er Society of Writers to Her Majesty's Signet d'e dro. Er skol hag er skol-veur en devoa kejet ouzh Adam Ferguson, Jr., mab d'ar prederour hag istorour Adam Ferguson hag a zalc'he saloñsoù lennegel[8]. Drezo e kejas Walter yaouank ouzh ar barzh dall Thomas Blacklock (1721-1791) hag e vroudas da lenn dastumad barzhonegoù Ossian embannet gant James Macpherson. E-kerzh ar goañvezh 1786-87, Walter Scott, 15 vloaz, a gejas ouzh ar barzh Robert Burns (1759-1796) en unan eus saloñsoù Adam Ferguson. ]] E 1789 e tistroas d'ar skol-veur evit studiañ ar gwir. Er bloaz-se end-eeun e voe eno unan eus diazezerien al Literary Society ha degemeret e voe er Speculative Society, ur gevredigezh tuet war ar c'homz dirak selaouerien ha war an aozañ oberennoù lennegel ; levraoueger e voe da-heul, ha sekretour-teñzorer bloaz goude[9]

Goude echuet e studi war ar gwir, Walter Scott a voe alvokad e Din-Edin, ma voe degemeret er gevredigezh alvokaded dizalc'h Faculty of Advocates e 1792. Bloaz warn-ugent e oa an alvokad yaouank.

E 1797, brud a-zivout un aloubadeg an Bro-C'hall a vroudas Walter ha meur a vignon dezhañ d'en em rollañ er Royal Edinburgh Volunteer Light Dragoons, ma sevijas betek deroù ar bloavezhioù 1800 ; en abeg d'e gammadur ne c'helle ket stourm war droad evel e vignoned, setu e voe anvet da gartermaster ha sekretour[10].

Kammedoù kentañ el lennegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Poltredet war-dro 1800, arzour dianav
Levrenn III ar Minstrelsy (1803) e Mirdi Broadel Bro-Skos

Er bloavezhioù 1790 e oa bet entanet Walter Scott gant al lennegezh c'hermanek ; er bloaz 1796 ez embannas e droidigezh saoznek eus div varzhoneg alamanek gant Gottfried August Bürger (1747-1796), Der wilde Jäger (tr. The Chase) ha Lenore (tr. William and Helen). N'eo ket dre zegouezh e reas : d'ar mare-se e oa dedennet-bras an Alamaned gant o fivelezh, gant sevenadur o fobl ha gant o lennegezh krennamzerel, dres p'edo W. Scott o studiañ hengoun e vro[9]. Unan eus e levrioù muiañ-karet abaoe e vugaleaj e oa Reliques of Ancient English Poetry gant an eskob Thomas Percy (1729-1811). A-hed ar bloavezhioù 1790 e oa bet o furchal dastumadoù dornskridoù hag o redek ar Borders da selaou kanaouennoù hengounel. Gant skoazell an indezour skosat John Leyden (1775-1811) ez embannas div levrenn Minstrelsy of the Scottish Border e 1802, enno 48 kanaouenn, 26 anezho o vout embannet evit ar wech kentañ ; un eil embannadur, kresket hag e teir levrenn, a voe bloaz goude. Meur a gentel eus ur ganaouenn a veze kendeuzet en ur skrid kempoellekoc'h, ar pezh a lakaas keuz da sevel e W. Scott diwezhatoc'h[9] Berzh bras a reas an dastumadeg kerkent hag embannet ; meur a wech e voe adembannet ha kresket betek an embannadur diwezhañ e 1830, daou vloaz a-raok tremenvan Walter Scott.

E 1797 ivez, p'edo o veajiñ el Lake District, e kejas Walter Scott ouzh Charlotte Charpentier, ur verc'h da Jean Charpentier a-orin eus Lyon (Bro-C'hall) hag a oa ur minor da Lord Downshire e Cumberland ; goude teir sizhunvezh lez e kinnigas Walter dimeziñ ganti, hag euredet e voent da zerc'hent an Nedeleg e Carlisle[11] E Din-Edin e 1799 e voe ganet Sophia, o merc'h henañ ; pevar a-douez o femp a vugale a vevas koshoc'h eget o zad. E vab henañ, Sir Walter Scott, 2vet baronet, en devoe titl ha peadra e dad da hêrezh.

Er bloaz 1799 ivez e voe anvet Walter Scott da varner-baleer Selkirkshire. Da neuze e c'helle bevañ aes a-walc'h diwar e vicher, e garg a varner, korvoder e bried, gwerzh e skridoù hag e rann e madoù dister e dad.

E 1798, James Ballantyne en devoa embannet troidigezh W. Scott eus Erlkönig Goethe (1782) en e gazetenn The Kelso Mail ; e 1799 en he embannas a-gevret gant an troidigezhioù diwar G. A. Bürger en un dastumad prevez anvet Apology for Tales of Terror. E 1800 e voe broudet gant Walter Scott da staliañ e embregerezh e Din-Edin, ar pezh a voe graet e 1802 a-drugarez d'un amprest kavet gant ar skrivagner, goude embannadur kentañ ar Minstrelsy e Kelso. Adalek 1805 e voe W. Scott ur c'heveler en ti-moullañ, a voullas holl oberennoù ar skrivagner betek enkadenn 1825[9].

Sir Walter Scott, romantour ha barzhSir William Allan (1844)

Etre 1805 ha 1817, Walter Scott a skrivas pemp barzhoneg hir (c'hwec'h kan e pep unan), peder barzhoneg berroc'h a embannas e-unan, ha kalz barzhonegoùigoù. Brudetañ barzh e amzer e voe betek ma voe embannet daou gan kentañ Childe Harold's Pilgrimage Lord Byron e 1812.

The Lay of the Last Minstrel (1805) zo ur varzhoneg hir awenet gant marc'hegelezh ar Borders, skrivet gantañ gant ar soñj he lakaat en eil embannadur ar Minstrelsy[12].

Tri bloaz diwezhatoc'h, e 1808, e teuas er gouloù Marmion, ur varzhoneg c'hwec'h kan enni hag a gas da Emgann Flodden (1513)[13]. Un nevezenti a voe degaset gant ar barzh : ur rakger da bep kan, e stumm ul lizher d'ur mignon ; un nevezenti all a voe e 1807 : rakprenet e voe gwirioù an oberenn glok gant an embanner, padal ne oa bet skrivet nemet ar c'han kentañ[14] — ha gant gwir abeg, pa voe embannet teir gwech ha gwerzhet 8 000 skouerenn en holl.

E barr e vrud e voe Walter Scott evel barzh goude e drede oberenn, The Lady of the Lake (1810) ; 20 000 skouerenn a voe gwerzhet er bloaz kentañ[9].

Berzh mat a reas an div varzhoneg hir all, Rokeby (1813) ha The Lord of the Isles (1815), hogen ne dizhjont ket hini The Lady of the Lake.

Ur skridvarnour e voe Walter Scott ivez a-hed e vuhez. Pennadoù a savas evit ar gelaouenn lennegel virour Edinburgh Review etre 1803 and 1806, hogen digoumanantiñ a reas pa savas ar gelaouenn a-du gant sinañ ar peoc'h gant Napoleon I. Ken abred ha 1809 e krouas ur gelaouenn lennegel virour all, The Quarterly Review, ma savas pennadoù a-hed an nemorant eus e zevezhioù[15],[16].

Er bloaz 1813 e nac'has ar barzh bezañ Poet Laureate of the United Kingdom, war zigarez ma oa aet war ziskar perzhioù oberennoù an dalc'hidi gent[17].

Engravadur gant Charles Robert Leslie (1886) evit The Bride of Lammermoor (1819)

Levezonet e oa bet Walter Scott gant al lennegezh c'hotek : e 1801 en devoa kenlabouret gant Matthew Gregory Lewis war Tales of Wonder[18]

Pa voe embannet The Lay of the Last Minstrel e 1805 e oa bet boulc'het ur romant gant ar barzh, en devoa skrivet un nebeud pennadoù eus Waverley ; dilezel skrivañ a eure avat goude ma oant bet kavet fall a-walc'h gant ur mignon dezhañ. Er bloaz 1810, goude berzh bras The Lady of the Lake, ez adkrogas gant Waverley en ur lakaat an haroz da veajiñ dre Vro-Skos kent paouez adarre hag adkregiñ e 1813 ; e 1814 e voe embannet e romant kentañ neuze. Mil skouerenn hepken a voe moullet, hogen ker bras ur berzh a reas ma voe moullet 3 000 ouzhpenn da-heul. Seizh romant warn-ugent a zeuas war-lerc'h ; ar pempvet, Rob Roy (1817) e voe moullet 10 000 skouerenn anezhañ, ar pezh a droas d'ur reol[19]. Disin e oa Waverley pa zeuas er gouloù, abalamour ma oa brudet W. Scott evel ur barzh. Betek 1826 e chomas an traoù evel-se : By the Author of « Waverley » pe Tales of My Landlord ("Kontadennoù digant ma lojer") e oa sinadur romantoù ar barzh betek 1826,ar bloaz ma voe rivinet ; koulskoude, an holl dud a ouie piv e oa an aozer, ha hennezh a ouie e ouient[20].

Romantoù istorel hepken zo bet skrivet gant Walter Scott, war-bouez Saint Ronan's Well (an 18vet, 1824) ; The Antiquary (1816) a c'hoarvez e 1794, pa c'hoarvez Count Robert of Paris (1832) e-kerzh ar Groaziadeg kentañ (1096-1099) ; c'hwezek anezho a c'hoarvez e Bro-Skos, ar pemp kentañ en o zouez. E Bro-Saoz avat e c'hoarvez ar c'hwec'hvet, Ivanhoe (1820), er XIIvet kantved.

A-feur ma kreske an niver a romantoù e vezent adembannet e dastumadoù : Novels and Tales (1819), Historical Romances (1822), Novels and Romances (1824) ha daou stirad Tales and Romances (1827 ha 1833).

Ur romantour e voe Walter Scott adalek Waverley e 1814 hogen ur barzh e chomas ivez, pa sile barzhonegoù savet gantañ en e romantoù (The Heart of Mid-Lothian, pennad 41, ha The Bride of Lammermoor, pennad 3, da skouer) ; alies e lakae ur varzhonegig e gwerzennoù e deroù ur pennad, savet gantañ pe gant barzhed all[21].

Sir Walter Scott

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloaz 1817, diwar intrudu Walter Scott, ar priñs rejant (a voe roue Bro-Saoz e 1820 dindan an anv George IV) a gargas ofiserien, ar skrivagner en o zouez, da adkavout « Enorioù Bro-Skos », eleze Bravigoù ar Gurunenn : ar Gurunenn, an Heizh ha Kleze ar Stad[22] a oa bet kuzhet e-kerzh gwarezveli Oliver Cromwell (1599-1658) ha brudet evel kollet pe gaset da Vro-Saoz ; e Kastell Din-Edin e oant, en ur voest na oa ket bet digoret abaoe an Union with England Act (1707). D'ar 4 a viz C'hwevrer 1818, Walter Scott hag un nebeud soudarded a zigoras ar voest hag a adlakaas an Enorioù er gouloù[22] ; d'an 19 a viz Eost, a-drugarez da W. Scott, e vignon Adam Ferguson a voe anvet da Virour an Enorioù. E miz Ebrel 1820 e voe deroet an titl a varonig d'ar barzh e London, alese e anv « Sir Walter Scott, 1 Baronet ».

Goude tronidigezh George IV ha dre e urzh, Kuzul-kêr Din-Edin a bedas Walter Scott da aozañ chomadenn ar roue nevez e Bro-skos e 1822[23]. Teir sizhunvezh hepken a voe roet da Walter Scott, hogen dont a reas a-benn da aozañ un abadenn istorel mennet da fromañ ar roue ha da adunvaniñ kevredigezh Bro-Skos. Ar roue a voe gwisket gant un tartan, ha degemeret mat gant ar bobl, niverus an tartan en engroez ivez ; goude-se e troas an tartan da arouez pivelezh Bro-Skos.

Kudennoù arc'hant ha tremenvan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloaz 1825 e c'hoarvezas er Rouantelezh-Unanet a-bezh un enkadenn-vankoù hag a rivinas an ti-moullañ Ballantyne, ha Walter Scott war an dro pa sammas un dle a 130 000 lur sterling (war-dro 12 milion a lurioù sterling e 2022). Kentoc'h eget disklêriañ e vanktorr pe degemer skoazell digant e vignoned niverus, ar roue en o zouez, e fizias e di hag e vadoù en e gredourien hag e skrivas evit kas e zle da get[24]. Ouzhpenn da se, e bried Charlotte a varvas e 1826.

Hag eñ labourat muioc'h c'hoazh eget biskoazh : etre 1826 e 1832 ez embannas c'hwec'h romant, daou istor berr ha daou bezh-c'hoari, unnek oberenn nann-faltazius hag un deizlevr. A-douez an oberennoù nann-faltazius emañ Life of Napoleon Buonaparte (1827), div levrenn e History of Scotland (1829 ha 1830), ha pevar zamm eus ar stirad Tales of a Grandfather – Being Stories Taken From Scottish History (unan bep bloaz, 18281831. Dalif e voe e zeizlevr avat, pa ne voe embannet The Journal of Sir Walter Scott nemet e 1890.

Bez Sir Walter Scott's e Dryburgh Abbey

War washaat ez eas yec'hed Sir Walter Scott goude kement a boanioù hag a labour. Evit klask e wellaat e lestras e miz Here 1831 war-du Malta ha Napoli. War hent an distro d'ar gêr e lestras e Köln war-du Rotterdam ; p'edo e bourzh war ar stêr Rhein e voe skoet a-nevez gant ur gwaskad kalon ; prederiet e voe en Emmerich-am-Rhein kent lestrañ war-du Bro-Saoz d'an 12 a viz Mezheven 1832. Goude erruet en e vro e voe kaset da Abbotsford, ma varvas d'an 21 a viz Gwengolo, oadet 61 bloaz. Beziet e voe e Dryburgh Abbey, Berwickshire, e-kichen e bried.

Endleet edo Sir Walter Scott pa varvas, hogen gwerzhet c'hoazh e veze e oberennoù, ha nebeut goude e varv e voe diverket e zleoù[24].

Waverley Novels

Peogwir ne sinas Walter Scott hini ebet eus e oberennoù kent 1827 e reer Waverley Novels ("Romantoù Waverley") eus ur stirad romantoù bet embannet etre 1814 ha 1832 ; adalek 1827 e veze skrivet « gant aozer Waverley » war an talbennoù.

  • 1814 : Waverley, or, 'Tis Sixty Years Since
  • 1815 : Guy Mannering, or, The Astrologer
  • 1816 : The AntiquaryTales of My Landlord, rann gentañ : The Black Dwarf ha The Tale of Old Mortality
  • 1818 : Rob Roy ; Tales of My Landlord, eil rann : The Heart of Mid-Lothian
  • 1819 : Tales of My Landlord, trede rann : The Bride of Lammermoor ha A Legend of Montrose
  • 1820 : Ivanhoe[25]The MonasteryThe Abbot
  • 1821 : Kenilworth
  • 1822 : The PirateThe Fortunes of NigelPeveril of the Peak
  • 1823 : Quentin Durward
  • 1824 : Saint Ronan's Well[26]Redgauntlet
  • 1825 : Tales of the Crusaders' : The Betrothed ha The Talisman
  • 1826 : Woodstock, or, The Cavalier
  • 1827 : Chronicles of the Canongate, rann gentañ : Chrystal Croftangry's Narrative, The Highland Widow, The Two Droversha The Surgeon's Daughter
  • 1828 : Chronicles of the Canongate, eil rann : St Valentine's Day, or, The Fair Maid of Perth
  • 1829 : Anne of Geierstein, or, The Maiden in the Mist
  • 1832 : Tales of My Landlord, pevare rann : Count Robert of Paris ha Castle Dangerous
Romantoù all
  • 1831–1832 : The Siege of Malta[27]
  • 1832 : Bizarro[28]

Barzhonegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz barzhonegoù berr pe ganaouennoù gant Walter Scott a oa lodennoù eus barzhonegoù hiroc'h lakaet en e romantoù, e istorioù hag e bezhioù-c'hoari.

  • 1796 : Translations and Imitations from German Ballads : Two Ballads, translated from the German of Gottfried Augustus Bürger
  • 1800 : Glenfinlas
  • 1802–1803 : Minstrelsy of the Scottish Border
  • 1805 : The Lay of the Last Minstrel
  • 1806 : Ballads and Lyrical Pieces
  • 1808 : Marmion: A Tale of Flodden Field
  • 1810 : The Lady of the Lake
  • 1811 : The Vision of Don Roderick
  • 1813 : The Bridal of TriermainRokeby
  • 1815 : The Field of WaterlooThe Lord of the Isles
  • 1817 : Harold the Dauntless
  • 1825 : Bonnie Dundee

Istorioù berr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1811 : The Inferno of Altisidora
  • 1817 : Christopher Corduroy
  • 1818 : Alarming Increase of Depravity Among AnimalsPhantasmagoria
  • 1827 : The Highland Widow ha The Two Drovers (Chronicles of the Canongate, rann gentañ)
  • 1828 : The Keepsake Stories : My Aunt Margaret's Mirror, The Tapestried Chamber ha Death of the Laird's Jock
  • 1832 : A Highland Anecdote

Pezhioù-c'hoari

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1799 : Goetz of Berlichingen, with the Iron Hand: A Tragedy[29]
  • 1822 : Halidon Hill
  • 1823 : MacDuff's Cross
  • 1830 : The Doom of DevorgoilAuchindrane

Nann-faltazi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1814–1817 : The Border Antiquities of England and Scotland[30]
  • 1815–1824 : Essays on Chivalry, Romance, and Drama[31]
  • 1816 : Paul's Letters to his Kinsfolk
  • 1819–1826 : Provincial Antiquities of Scotland
  • 1821–1824 : Lives of the Novelists
  • 1825–1832 : The Journal of Sir Walter Scott[32]
  • 1826 : The Letters of Malachi Malagrowther
  • 1827 : The Life of Napoleon Buonaparte
  • 1828 : Religious Discourses. By a LaymanTales of a Grandfather; Being Stories Taken from Scottish History
  • 1829 : The History of Scotland: Volume ITales of a Grandfather; Being Stories Taken from Scottish History
  • 1830 : The History of Scotland: Volume IITales of a Grandfather; Being Stories Taken from Scottish HistoryLetters on Demonology and Witchcraft
  • 1831 : Tales of a Grandfather; Being Stories Taken from the History of FranceTales of a Grandfather: The History of France (Eil stirad)[33]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Lockhart, John Gibson (1852). Memoirs of the Life of Sir Walter Scott, Bart. New York : HardPress, 2020 (ISBN 978-0-371-41280-0)
  • (en) Johnson, Edgar (1870). Sir Walter Scott: The Great Unknown. London : Macmillan, 1970, div levrenn.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Mirourien, savet a-enep ar gatoligiezh skoret gant ar Stad skosat, hag a-du gant ur gevredigezh diazezet war lignez c'hlan ar rouaned.
  2. 'Society of Antiquaries of Scotland'.
  3. (en) 'Clan Scott'. Kavet : 28/10/2022.
  4. A hiniennekaas an nitrogen e 1772.
  5. (en) Cone, T. E., jr., (1973). Was Sir Walter Scotte's lameness cause by poliomyelitis ?. In : 'Pediatrics, levrenn 51, niv. 1, p. 33. Kavet : 28/10/2022.
  6. 6,0 ha6,1 'Edinburgh University'. Kavet : 28/10/2022.
  7. 'Edinburgh University'. Kavet : 28/10/2022.
  8. Lockhart 1852, pp. 378–379.
  9. 9,0 9,1 9,2 9,3 ha9,4 (en) Hewitt, David (2004). Scott, Sir Walter (1771–1832). In : 'Oxford Dictionary of National Biography'. Kavet : 28/10/2022.
  10. J. G. Lockhart (1872). 'The Life of Sir Walter Scott, pennad 2, p. 48. Kavet : 28/10/2022.
  11. (en) 'University of Edinburgh'. Kavet : 28/10/2022.
  12. (en) Grierson, H. J. C. (emb.). The Letters of Sir Walter Scott: 1787‒1807. London, 1932 p. 166 : Da Anna Seward, 30/11/1802. Kavet : 28/10/2022..
  13. D'an 9 a viz Gwengolo 1513 e c'hoarvezas e Northumberland, etre ost ar roue Seumas IV Alba ha hini kont Surrey en anv ar roue saoz Henry VIII. Diouzh an niver a soudarded e voe ar brasañ kad etre an div rouantelezh ; ar Saozon a voe trec'h, ha Seumas IV a varvas war an dachenn.
  14. (en) Walter Scott (1808). Marmion: A Tale of Flodden Field in Six Cantos. Scotts Valley : CSIPP, 2018 (ISBN 978-1-7170-2032-1)
  15. Johnson 1870, pp. 299-300.
  16. (en) Bowen, Ann & Todd, William B.. Sir Walter Scott: A Bibliographical History 1796‒1832. Newcastle : Oak Knoll, 1998 (ISBN 978-1-884718-64-9)
  17. (en) 'Edinburgh University'. Kavet : 28/10/2022.
  18. (en) Letellier, Robert I.. Sir Walter Scott and the Gothic Novel. Salzburg : University of Salzburg, 1995 (ISBN 978-0-7734-1276-7)
  19. (en) Scott, Walter Scott (1814). Waverley. Edinburgh : Edinburgh University Press, 2007, pp. 367-383 (ISBN 978-0-7486-0567-5)
  20. (en) Scott, Walter. General Preface. In : Introductions and Notes from The Magnum Opus: Waverley to A Legend of the Wars of Montrose. Edinburgh : Edinburgh University Press, 2012 (ISBN 978-0-7486-0590-3)
  21. (en) Da skouer : un arroud eus Odyssey, un droidigezh eus Odysseia Homeros gant Alexander Pope (1688-1744) e penn pennad kentañ Ivanhoe.
  22. 22,0 ha22,1 (en) 'Papers Retalive to the Regalia of Scotland (1829)]. Kavet : 28/10/2022..
  23. (en) 'University of Edinburgh'. Kavet : 28/10/2022.
  24. 24,0 ha24,1 (en) Fletcher, Mary & McKinstry, Sam. The personal account books of Sir Walter Scott. In : 'Accounting Historians Journal, 2002. Kavet : 28/10/2022.
  25. Merket "1820" en embannadur kentañ, hogen lakaet e gwerzh e miz Kerzu 1819.
  26. Saint Ronan's Well hervez an aozer, hogen St Ronan's Well eo a voe moullet.
  27. Embannadur dalif e 2008.
  28. Diechu, embannadur dalif e 2008.
  29. Troet diwar Götz von Berlichingen J.W. von Goethe (1773).
  30. A-gevret gant Luke Clennell ha John Greig.
  31. Evit an Encyclopædia Britannica.
  32. Dalif, embannet e 1890.
  33. Diechu, embannadur dalif e 1996.