Mont d’an endalc’had

Venere e Marte (Botticelli)

Eus Wikipedia
Venere e Marte (Gwener ha Meurzh)
Sandro Botticelli, war-dro 1483
Tempera war goad
69 × 173 cm
National Gallery Londrez

Venere e Marte zo un daolenn gant Sandro Botticelli er XVvet kantved. Ul livadur tempera war goad eo, 69 x 173 cm, graet e 1483 hag a weler hiriv e National Gallery Londrez.

Taolennet eo an doueez Gwener, doueez ar Gened o sellout ouzh Meurzh, doue ar brezel, o kousket, marteze war ar gwele ma oant o chouriñ.

Simonetta Vespucci‎ an hini e vefe Gwener amañ, ha Giuliano de' Medici e vefe Meurzh.

Teñval eo ster an daolenn, evel alies en oberennoù an Azginivelezh. Krediñ a reer ez eo alegorienn ar garantez a zo amañ, hag ez eus kaoz eus galloud ar garantez (Gwener -Denegezh) trec'h war nerzh ar brezelour (Meurzh - distruj), hervez ar gelennadurezh nevezplatonek, rak Platon a wele ar garantez evel un nerzh speredel.
Karantez trec'h d'ar Feulster a c'hallfe ivez bezañ alegorienn ar briedelezh. Ur skouer e tlee bezañ eus teoriennoù ar prederour Marsilio Ficino, a gelenne e veze degemeret gwelloc'h ar galv d'ar vertuz gant skeudennoù plijus.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]