Tsundere
Tsundere (ツンデレ, distaget [tsɯndeɾe]) zo ur ger japanek evit ober anv eus un dudenn gwelet evel reut ha yen (raloc'h evel un enebour) met a zeuio goustadik, gant an amzer o redek, da vezañ un dudenn hegarat hag a-wechoù ur gamalad. Ar ger a zo bet savet a-ziwar ar gerioù tsun tsun (ツンツン), o talvezout mont kuit gant heug, ha dere dere (デレデレ) o talvezout 'lovey dovey' (dous, hegarat).
Da gentañ e oa bet adkavet ar ger tsundere er c'hoarioù japanat doare bishōjo. Goude-se ez eo bet implijet ar ger gant al luskad otaku Moe. Bremañ e vez implijet ar ger-se e doareoù lies evel er maid cafés, tresadennoù-bev anime, manga, novels, ha memes er mediaoù bras. Sikouret eo bet brud an droienn dre ar visual novel Kimi ga Nozomu Eien.
Orin an tsundere
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An aozour mangaioù Ken Akamatsu a laka an tsundere evel unan eus doareoù ar moe: "The person feeling it must be stronger: The object of 'moe' is weak and dependent (like a child) on the person, or is in a situation where she cannot oppose (like a maid)... (*Tsundere only: There will be times where the stronger and weaker role is reversed)."
Mennad an tsundere a zo deuet war-wel e Japan dre ur maid cafe anvet Nagomi en Akihabara pa oa kroget al lec'h da gaout darvoudoù anvet "tsundere" e 2006.
Skouerioù tudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Eri Sawachika e School Rumble 'zo un dudenn tsundere. Pinvidik, sellet a ra ar re all gant dismegañs bras, dreist-holl a-enep Kenji Harima. Lesanvet eo gantañ, Ojo (お嬢 Ojō) kement a "priñsez". A-benn ar fin tostaat a ra hi eus an den a live sokial uhel betek bezañ e karantez gantañ.