Mont d’an endalc’had

Troad sublativel

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad sublativel (saoz. sublative case) evit komz eus un droad a dalvez da deskrivañ ar fed ma kemmer lec'h d'un dra bennak betek e lakaat war un dra bennak all, o klotaat mui-pe-vui gant an araogenn e brezhoneg.

Implijoù astennet o ster

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e c'hell bezañ ivez gant sterioù astennet all diwar ar ster diazez-se, da skouer e finneg "da". Da skouer, er yezhoù bizkaokazek a ra an droad-mañ, en o zouez an tsezeg e talvez da deskrivañ ur c'hemm lec'h betek traoñ pe dindan un dra all.

E yezhoù ar bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez an droad sublativel gant yezhoù finnek-ougrek evel ar finneg hag an hungareg, hag ivez gant yezhoù bizkaokazek, evel an tsezeg.


Troad sublativel (dinamek: kemm lec'h) :
"Tett könyvet az asztalra" ("Lakaat a reas al levr war an daol")
Superesivel (stadel: lec'hiadur):
"Aztán a könyv az asztalon volt" ("War an daol e oa al levr neuze")


Implijet gant un nebeud anvioù nemetken, da skouer:

"yhtäälle": "d'ul lec'h"
"moniaalle": "da veur a lec'h"
"kaikkialle": "da bep lec'h"

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]