Tracy Chevalier
Tracy Chevalier (19 a viz Here 1962 e Washington D.C.) a zo ur skrivagnerez amerikan hag a zo o chom e Londrez abaoe 1984. Romantoù istorel a vez skrivet ganti.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tracy Chevalier a zo bet ganet ha desavet e Washington D.C.. He zad a oa luc'hskeudenner evit ar gazetenn The Washington Post. Studiañ a reas e Bethesda-Chevy Chase High School e Bethesda, er Maryland. Ur B.A. war ar saozneg a dapas e Oberlin College, ha goude-se e tilojas da Londrez e 1984. Eno e skrivas pennadoù holloueziadurel war skrivagnerien[1]. Ar vicher-se a zilezas e 1993, hag e stagas gant ur Master of Arts war ar c'hrouiñ lennegel e University of East Anglia. Harpet e voe gant Malcolm Bradbury ha Rose Tremain.
Stagañ a reas gant ar skrivañ gant The Virgin Blue e 1997, ha berzh a reas gant Girl with a Pearl Earring (Plac'h he ferlezenn), diwar daolenn Johannes Vermeer.
Tracy Chevalier a zo ivez Chairman e anv Bro-Saoz er Society of Authors.
Hec'h oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Virgin Blue, London: Plume, 1997
- Girl with a Pearl Earring, New York: Dutton, 1999
- Falling Angels, New York: Dutton, 2001
- The Lady and the Unicorn, New York: Dutton Adult, 2003
- Burning Bright, HarperCollins, miz Meurzh 2007
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel
- He buhez
- Atersadenn diwar-benn The Lady and the Unicorn.
- British Library Podcast pennad-kaoz gant Michael Phillips.
- The Society of Authors