Sullivan
Sullivan, pe en iwerzhoneg Ó Súileabháin pe Ó Súilleabháin, zo un anv a orin iwerzhonek, deuet da vout anv-lec'h.
Istor an anv-den
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwrizioù an anv a gaver e mervent Iwerzhon, e Kontelezh Tipperary, kent donedigezh an Normaned, ha goude e Kontelezh Cork, en hini Kerry. Gant an divroañ eo bet skignet ivez en Aostralia, Norzhamerika, hag e meur a vro all. An anv O'Sullivans a gendalc'h hini Eóganacht Chaisil eus Cenél Fíngin, a ziskenne eus Fíngen mac Áedo Duib, roue Cashel pe Mumhan eus 601 da 618. A ouenn roueel int eta. Fedelmid mac Crimthainn (marvet e 847), a oa roue Mumhan ha tost da vezañ Pennroue Iwerzhon a-bezh, a oa an diwezhañ roue eus Cenél Fíngin. Goude e teujont da vezañ priénsed dindan o c'herent MacCarthy e rouantelezh vihan Desmond, a gemeras lec'h Cashel/Mumhan.
Pa zivroas an dud e voe kollet ar silabenn "O" en anv alies.
Ó a zo stank en anvioù iwerzhonek hag a dalv kement ha mab-bihan. E saozneg e skriver O'. Lakaet e vez dirak tro-c'henel Súileabhán, da lavarout eo Súileabháin, ha neuze e talv kement ha mab-bihan Súileabhán. En iwerzhoneg ne vez ket graet gant ar skrabig (') saoznek. Dont a ra an anv eus Súildubhán hag a dalv paotr bihan du e lagad eus súil (lagad), dubh (du), hag -án, lostger bihanaat.
Eilstummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sullavan, Sullivant, Sillivant, Silliphant, Sillifant.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Arthur Sullivan (1842-1900), sonaozour, en daouad Gilbert ha Sullivan
- Ed Sullivan, rener an abadenn skinwel stadunanat brudet a oa anvet Ed Sullivan Show
- Vernon Sullivan, unan eus lesanvioù Boris Vian
- Jenny Sullivan (g. e 1945), skrivagner kembreat saoznek evit ar vugale
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sullivan (Kalifornia), anv meur a lec'h
- Sullivan (Illinois)
- Sullivan (Indiana)
- Sullivan (Kentucky)
- Sullivan (Maine)
- Sullivan (Missouri)
- Sullivan (Hampshire-Nevez)
- Sullivan (New York)
- Sullivan (Ohio)
- Sullivan (Wisconsin)
- Sullivan City, Teksas
istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ergerzhadeg Sullivan, ur pennad-brezel e SUA a-enep ar bobl Seneka.