Skeul Kinsey
Gant skeul Kinsey e vez klasket muzuliañ tuadur reizhel pe stad den pe identelezh revel an den-mañ'n-den o vont eus 0 (arallrevelezh klok) betel 6 (heñvelrevelezh klok).
Embannet e oa bet evit ar wezh kentañ e 1948 en ur pennad-skrid Sexual Behavior in the Human Male ("Emdalc'h reizhel ar c'houred") bet savet gant Alfred Kinsey, Wardell Pomeroy hag all ha pouezus e oa bet ivez ar skeul-se en oberenn bet savet war-lerc'h e 1953 Sexual Behavior in the Human Female ("Emdalc'h reizhel ar maouezed").
Fellout a rae da gKinsey diskwel gant ar skeul-mañ ne c'heller ket disrannet an dud e daou rumm nemetken hervez o revelezh dre pouezañ war ar fed m'emal ar revelezh denel un heuliad o vont eus an eil penn d'egile o tremen dre meur a doare kenetreze.
Setu penaos e vez displeget ar skeul:
Rating | Description |
---|---|
0 | Arallrevel penn-da-benn |
1 | Arallrevel peurliesañ gant pratikoù heñvelrevel a-wechoù |
2 | Arallrevel peurliesañ gant pratikoù heñvelrevel alies a-walc'h |
3 | Ken arallrevel hag heñvel revel (divrevel) |
4 | Heñvelrevel peurliesañ gant pratikoù arallrevel alies a-walc'h |
5 | Heñvelrevelezh peurliesañ gant pratikoù arallrevel a-wechoù |
6 | Heñvelrevel penn-da-benn |
References
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kinsey, et al. 1948. Sexual Behavior in the Human Male.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |