Samzun ha Dalila (Rubens)
Samzun ha Dalila | |
Peter Paul Rubens, 1609-1610 | |
eoullivadur war lien | |
185 × 205 cm | |
National Gallery Londrez | |
Londrez | |
Samzun ha Dalila zo un daolenn gant al livour flandrezat meur Peter Paul Rubens (1577-1640). Graet eo bet etre 1609 ha 1610.
An darvoud livet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo an daolenn diwar un darvoud meneget en Testamant Kozh, istor Samzun ha Dalila (Judges 16). Orgedet eo Samzun ouzh Dalila ha kontañ a ra dezhi pelec'h emañ sekred e nerzh: en e vlev hir emañ.
Poltredet eo ar mare ma van Samzun kousket war barlenn e zousig Dalila, ha ma krog ar plac'h da droc'hañ blev an haroz. Goude-se eo aes d'ar Filistined, a welomp en tu dehou, en diadreñv, dont da gerc'hat o enebour gwanaet.
Symbolism
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er c'hustod a-dreñv Dalila e weler delwenn Gwener, doueez ar garantez, hag he mab Kupidon, da skeudenniñ planedenn ar paourkaezh Samzun.
Ar vaouez kozh e-kichen n'eus ket meneg anezhi er Bibl. Hi an hini he deus graet bazhvalan marteze. Gallout a ra ivez aroueziañ dazont Dalila.
Perc'henned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Urzhiet e oa bet an daoolenn gant Nicolaas Rockox, alderman of Antwerp, Belgia, da lakaat en e di.
Pa varvas Rockox e 1640 e voe gwerzhet, eventually forming part of the Liechtenstein Collection in Vienna, Austria, in the eighteenth century, along with another Rubens masterpiece, Massacre of the Innocents.
Gwerzhet e voe an daolenn e 1980 e Christies, prenet gant National Gallery Londrez, evit $5 milion. Eno e c'haller he gwelout.
Pe livour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un tamm arvar zo bet diwar-benn piv e oa an hini en devoa livet an daolenn, Rubens pe unan all. [1] [2] [3]