Mont d’an endalc’had

Richard Jordan Gatling

Eus Wikipedia
Richard Jordan Gatling
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv ganedigezhRichard Jordan Gatling Kemmañ
Anv-bihanRichard, Jordan Kemmañ
Anv-familhGatling Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Gwe 1818 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHertford County Kemmañ
Deiziad ar marv26 C'hwe 1903 Kemmañ
Lec'h ar marvNew York Kemmañ
Lec'h douaridigezhCrown Hill Cemetery Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherinventor, gunsmith Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Cincinnati Kemmañ
Ar vindrailherez Gatling

Richard Jordan Gatling, ganet d'an 12 a viz Gwengolo 1818 e Hertford County, North Carolina (Stadoù-Unanet Amerika), hag aet da anaon d'ar 26 a viz C'hwevrer 1903 e New-York, a oa ur c'havadenner stadunanat brudet evit bezañ bet krouet ar c'hentañ mindrailherez, ar Gatling, e 1861.

Mab e oa Richard Jordan Gatling da Jordan Gatling, unan eus labourerien-douar pinvidikañ Karolina an Norzh. Atav e tiskouezas un donezon evit ijinañ ostilhoù pe dafar nevez. E 1835 e savas ur viñs-tro evit bagoù an US Navy. Ne c'hallas ket gwerzhañ anezhi dre ma voe ijinet ha lakaet ur breved war unan tost-heñvel gant ar suedat John Ericsson[1]. War-dro 1839 ec'h ijinas ur mekanik da blantañ riz. Betek 1845 e redas ar vro da werzhañ anezhañ. Pinvidik a-walc'h e oa deuet da vezañ pa dapas ar vrec'h e-kerzh ar goañv 1845-1846. Divizout a reas neuze studiañ ar medisinerezh en Indiana Medical College hag en Ohio Medical College. E 1849 e chomas a-sav hag ez eas da vevañ da Indianapolis (Indiana) e-lec'h ma kendalc'has da sevel ha da werzhañ dafar evit al labour-douar[2].

E deroù ar brezel diabarzh er Stadoù-Unanet (1861) e krogas da labourat war un arm nevez, gouest da dennañ 200 boled bep minutenn. Kalz uheloc'h e oa evit lusk-tennañ boas an armoù-tan hiniennel d'ar poent-se (betek 2 pe 3 zenn pe munutenn hepken). Spontet e oa bet Gatling gant an niver a soudarded gloazet pe lazhet hag hervezañ e aotree e ijinadenn da implijout nebeutoc'h a dud war an tachennoù-emgann[1]. Kinniget e voe ar Gatling Gun d'an arme ha da bolitikourien e deroù 1862, met ne reas ket berzh diouzhtu. E 1863 e voe diskouezet an arm da Benjamin Butler, jeneral an Unaniezh. Prenañ a reas 12 pimpatrom eus an arm war an 13 produet betek-neuze. O implijout a reas da vare emgannoù Petersburg (miz Even 1864)[2]. Kevratoù a voe sinet gant an US Army da brenañ skouerennoù eus ar vindrailherez Gatling, met ar braz anezhe a voe pourvezet d'an arme goude fin ar brezel e 1865.

Er bloavezhioù war-lerc'h e voe gwerzhet mindrailherezioù Gatling pe an aotre da broduiñ anezhe da veur a vro, en o zouez Impalaeriezh Rusia hag an Impalaeriezh Otoman e 1870. Kreskiñ a reas re vuan ar Gatling Gun Company krouet evit gwerzhañ anezhe, ha ret e voe da Richard Gatling goulenn e vije produet e arm gant embregerezhioù all evel ar Copper Firearms Manufacturing Co. pe Colt[3].

E 1870 e tilojas Gatling hag e wreg da Hartford (Connecticut) evit evezhiañ aesoc'h produiñ e vindrailherezioù. E 1897 e voe gwerzhet ar Gatling Gun Company d'ar strollad Colt. Richard Gatling a viras 10% eus an embregerezh. Kenderc'hel a reas da lakaat brevedoù war dafar labour-douar. Mervel a reas e miz C'hwevrer 1903 e New-York diwar un taol en e galon[4].

  1. 1,0 ha1,1 (en) Richard Jordan Gatling war lec'hienn an North Carolina Department of natural and cultural resources (lennet d'an 21/07/2024)
  2. 2,0 ha2,1 (fr) CADIOU Yves, Les Colt Volume 4, Éditions du Portail, 1999, p. 45
  3. (fr) CADIOU Yves, Les Colt Volume 4, Éditions du Portail, 1999, p. 46
  4. (fr) CADIOU Yves, Les Colt Volume 4, Éditions du Portail, 1999, p. 47
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan