Mont d’an endalc’had

Polarieg

Eus Wikipedia
Polarieg
(Polari,Palare, Parlary, Palarie, Palari, Parlyaree)
Eil yezh hepken
Perzhioù
Komzet e : Breizh-Veur
Iwerzhon
Rannved : Europa
Komzet gant : fed ebet
Renkadur : Goude 100
Familh-yezh : Yezhoù direnk
  • Polarieg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh :
Urzh ar gerioù : ?
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2
ISO 639-3
Kod SIL PLD
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ar polarieg a zo ul luc'haj diazezet diwar an Italianeg hag ar Romanieg mesket gant luc'haj al laerion. Implijet eo gant gaeed. Poblekaet e oa bet gant an abadenn skingomz Round the Horne met pelloc'h eo e orin. N'eo ket sur penaoz eo bet ganet.

Ar polarieg a zo ur meskaj eus italianeg, romanieg ha meur a luc'haj. Ennañ e kaver gerioù yidichek amprestet digant ar yuzevien o vevañ en East End, gerioù amerikan ha reoù arall implijet gant an dud drammet.

Implijet e oa ar polarieg er marc'hadoù-pesk, er c'hoarivaoù hag en endroioù gae. Gantañ e raed da guzhañ oberiantizoù heñvelreizhel diouzh an dud arall. Krediñ a reer eo peogwir e oa bet ganet e bed ar sirk hag ar c'hoariva ma oa kalz gaeed. Ar Parlyaree, a zo tost tre ouzh ar polarieg, a zo bet implijet er foarioù adalek ar XVIIvet kantved ha komzet eo c'hoazh gant tud ar sirk e bro-Saoz ha bro-Skos. Muioc'h a c'herioù romanieg a endalc'h ar polarieg komzet er sirkoù eget an an hini impljet gant ar c'haeed.

Implijet e vez ivez er verdeadurezh-kenwerzh ma kaver kalz gaeed.

Estreget er sirkoù (ma na oa bet biskoazh liammet ouzh heñvelreizhder) e teraouias ar polarieg da vont dilezet goude ar bloavezhioù 60. Abalamour Round the Horne e oa neuze komprenet gant an holl hag an emsaverien eus ar bloavezhioù 70 a varne anezhañ dizereat.


Yezhoù Breizh-Veur

Yezhoù direnk