Pentrecwrt
Neuz
Ur pennad Pentre zo ivez.
Pentrecwrt
Anv ofisiel | Pentre-cwrt, Pentre-cwrt |
---|---|
Stad | Rouantelezh-Unanet |
E tiriad | Llangeler |
Kontelezh istorel | Carmarthenshire |
Daveennoù douaroniel | 52°1′15″N 4°21′0″W |
Pentre-cwrt[1], pe Pentrecwrt, zo ur gêriadenn vihan e Sir Gaerfyrddin, e Kembre. Emañ hantern-hent etre Ceinewydd en hanternoz ha Caerfyrddin er c'hreisteiz, un tammig er mervent da Llandysul.
Ganet e voe ar skrivagner T. Llew Jones er gêriadenn e 1915. Skrivet en deus ur varzhoneg diwar-benn ar vilin c'hloan a gaver e Cwm Alltcafan, nepell diouzh kreiz ar gêriadenn.
Ar pastor badezour Christmas Evans, brudet evit e brezegennoù, a reas e brezegenn gentañ e Pentrecwrt.