Peisistratos
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Peisistratos (henc'hresianeg: Πεισίστρατος, Peisistratos, latinekaet e Pisistratus), 607 kent J.K.-528 kent J.K., a voe kentañ tirant Aten, eus 546 betek 528-527 kent JK. Mab ar prederour Hippokrates e oa hag anvet e voe hervez anv ar peisistratos a gaver en Odysseia. Kemer a reas ar galloud dre finesa oc'h aloubiñ hag o terc'hel an Akropol.
Peisistratos, difenner renkadoù izelañ Aten, an Hyperakrioi (sellet izeloc'h), a c'hall bezañ gwelet evel skouer gentañ ar boblachouriezh pe zoken ar sokialouriezh. Pa oa e penn ar geoded ne dermas ket Peisistratos da enebiñ ouzh ar brientinien, da zigreskiñ kalz o dreistgwirioù, ha da ziberc'hennañ anezhe diouzh o douaroù d'o reiñ d'ar re baour. Arc'hantañ a reas kalz raktresoù relijiel hag arzel[1]. Dre e oberenn bolitikel en deus tennet Aten da viken eus aotrouniezh an oligarkiezh kozh brientinien ha prientet en deus mestroniezh Aten en Enezvor war dachenn ar brezel hag ar c'henwerzh, dre ur politikerezh diavaez nevez hag hardizh. Digeriñ a rae evel-henn hent an demokratiezh ha barr galloud Aten er Vvet kantved kt JK, « Kantved Perikles ». Lezet en deus da Aten ivez ensavadur ar gouelioù panatenek hag an esae efedus kentañ da aozañ ur stumm peurglok eus Meurganoù Homeros, an Ilias hag an Odysseia.
"Peisistratided" a vez graet eus an tri zirant a renas Aten eus 546 da 510 kent J.-K., da lâret eo Peisistratos hag e zaou vab, Hipparc'hos hag Hippias.
Kemeridigezh ar galloud gant Peisastratos zo ul lodenn eus ul lusk a weler e kalz keodedoù eus Henc'hres a zo renet gant tiranted. E Korinthos, Miletos, Sikyon, Samos, Mytilene, e trevadennoù gresian Azia-Vihanañ e oa diskaret an oligarkiezhioù gant tiranted ha dinastiezhioù tirantet illur a binvidika hag a greñva o c'heodedoù, a ziorro ar c'henwerzh hag ar pezh a zu da heul : an aloubadegoù.
An hent d'ar galloud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Echuiñ a reas ur stourm hir gant Megara diwar-benn perc'henniezh Eleusis ha Salamis pa oa lakaet arme Megara da dec'hout gant brezelourien Aten, Peisistratos en o fenn, e 565 kent JK.
Goude koll ar Vegariz e kevezas meur a gostezenn bolitikel da gontrolliñ gouarnamant Aten. Disheñvel e oa ar c'hostezennoù-se dre orin o izili e tachenn ar geoded ha dre o renk sokial[2].
- Ar Pedieis, a oa Lykourgos en o fenn, e oa anv ar boblañs a oa o vevañ er c'hompezennoù. Ar berc'henned douar-se a c'houneze ed, ar pezh a roe levezon dezhe pa veze berrentez war ar boued.
- Ar Paralioi a oa ar boblañs a oa o vevañ a-hed an aod. Renet gant Megakles, un Alkmaeonid, ne oa ket ken kreñv kostezenn ar Paralioi hag ar Pedieis da gentañ penn abalamour ma ne broduent ket ed evelto. Abalamour d'ar Vegariz oc'h eveshaat ar morioù e oa diaes kenwerzhañ dre hent ar mor.
- An Hyperakrioi, ar strollad diwezhañ, na oant ket difennet gant ur strollad a-raok, a oa o vevañ er menezioù dreist-holl hag ar re baourañ eus poblañs Aten hag a-bell. Ne broduent nemet gloan ha mel. Peisistratos a savas kostezenn an Hyperakrioi, pe annezerien ar menezioù. Memes gant harp ar Paralioi e oant kalz nebeutoc'h eget izili kostezenn ar gompezenn.
Ar perzh en doa kemeret er brezel gant Megara a zegasas brud vat da Beisistratos en Aten, met n'en doa ket ar pouez politikel da gemer ar galloud. Peisistratos a lakaas ar vrud da redek e oa bet klasket lazhañ anezhañ, ha gant an dizurzh a heulias ar c'heloù e teuas a-benn da atizañ Bodadenn Aten da reiñ gwarded d'e wareziñ. Peisistratos, evel e ziaraoger Kilon Aten, a implijas anezhe da gemer ha da zerc'hel an Akropol. Gant harp Megakles hag e gostezenn e kemeras ar galloud neuze[3].
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Herodotos, Istorioù
- Aristoteles Politika
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Shanaysha M. Furlow Sauls, "The concept of instability and the theory of democracy" in the Federalist, p. 77
- ↑ Aristoteles, Bonreizh Ateniz, lodenn XIII
- ↑ Aristoteles, The Athenian Constitution, lodenn XIII ; Herodotos, An istorioù, 1.59; Ploutarc'hos, "Buhez Solon", in Plutarch’s Lives (London: embannet gant W. M'Dowell evit J. Davis, 1812), p 185.