Pariz-Roubaix
Pariz-Roubaix zo unan eus ar c'hoshañ redadegoù war hent war varc'h-houarn, bet krouet e 1896 gant Théodore Vienne ha Maurice Pérez (neutaerien anezhe) goude ma oa bet digoret marc'hhouarnva nevez Roubaix (Norzh). Estreget bloavezhioù ar Brezel-bed kentañ hag an Eil Brezel-bed e vez redet bep bloaz, e miz Meurzh pe Ebrel. Abaoe 1968 ne loc'h ket eus Pariz ken met eus Compiègne (Oise) kent mont war-du an norzh a-hed 250 kilometrad.
Lesanvet e oa bet Ifern an Norzh abalamour d'ar pavez (e Kroashent ar Wezenn da skouer) ma vez ret d'ar rederien tremen warne, o lakaat an divarc'hadennoù da greskiñ... kuit da venegiñ ar rodoù toull. N'eo ket hep abeg o devez an holl varc'hhouarnourien aon rak daou gilometrad Klaz Wallers-Arenberg a ra d'ar beloioù krenañ a-grenn. Dilezet e oa bet e 2005 evit ma vije kempennet hag aet e oa gantañ e 2006 en-dro.
E takadoù all e tremen ar rederien dre veterabezegoù, lost ha lost ken enk mard eo an hent. Ouzhpennet ar glav hag ar fank gwechoù 'zo ez eo aes kompren e vez gounezet ar genstrivadeg-mañ gant ur sportour e kreiz e vrud, ur podad chañs gantañ, hag harpet gant kenrederien ampart.
Gounidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Petra bennak ma oa bet gounezet ar redadeg gant rederien c'hall daouzek gwech diouzh renk, adalek 1896 betek 1907, e oa deuet da vezañ tachenn chase ar rederien velgiat buan a-walc'h evel ma vez diskouezet splann dre ar sifroù amañ da-heul :
- Belgia, 55 trec'h !
- Bro-C'hall, 25 trec'h (bet kontet Maurice Garin evel reder gall)
- Italia, 11 trec'h
- Izelvroioù, 6 trec'h
- Suis, 4 zrec'h (Henri Suter ha Fabian Cancellara 3 gwech)
- Breizh, 3 zrec'h (Louison Bobet, Bernard Hinault ha Frédéric Guesdon)
- Iwerzhon, 2 drec'h (Seán Kelly)
- Alamagn, 2 drec'h (Josef Fischer ha John Degenkolb)
- Aostralia, 1 trec'h (Stuart O'Grady)
- Luksembourg, 1 trec'h (François Faber)
- Rusia, 1 trec'h (Andrei Tchmil)
- Sveden, 1 trec'h (Magnus Bäckstedt),
o c'houzout e oa bet renket a-rampo André Mahé (Bro-C'hall) ha Serse Coppi (Italia) e 1949.
Souezhusoc'h c'hoazh : e 1926, 1929, 1934, 1938, 1954, 1957, 1959, 1961, 1962, 1965, 1968, 1969, 1970, 1973, 1975, 1977, 1987 ha 1989 e oa bet ac'hubet tri flas ar podiom gant... rederien velgiat hepken ! Ret eo klask gant aked bras ar bloavezhioù hep Belgiad ebet e-touez an tri reder kentañ.
Holl wellañ marc'hhouarnourien o amzer a oa aet ar maout gante e Pariz-Roubaix. Gounezet e oa bet ar redadeg div wech diouzh renk (1897 ha 1898) gant Maurice Garin a zeuio da vezañ gounideg kentañ Tro Bro-C'hall e 1907. Gant Fausto Coppi (Italia) (1950), Louison Bobet (1956) hag Eddy Merckx (Belgia) (1968, 1970 ha 1973) e oa aet ar maout ivez. Evitañ da vagañ kasoni ouzh Pariz-Roubaix en devoa gounezet ar Breizhad Bernard Hinault e 1981. Gant pevar zrec'h ez eo dalc'het rekord ar genstrivadeg gant ar rederien velgiat Roger De Vlaeminck (1972, 1974, 1975 ha 1977) ha Tom Boonen (2005, 2008, 2009 ha 2012). Gant daou reder hepken e oa bet gounezet ar redadeg teir gwech diouzh renk : Octave Lapize (Bro-C'hall) (1909, 1910 ha 1911) ha Francesco Moser (Italia) (1978, 1979 ha 1980).
Gant gwir abeg eo deuet Pariz-Roubaix da vezañ mojennek evel Liège-Bastogne-Liège, Milan-Sanremo, Tro Flandrez ha Tro Lombardia. Ur gwir bavezenn a ya d'ober an trofe a vez deroet d'ar gounideg.
Loreidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) (fr) Lec'hienn ofisiel