Oreithyia
Oreithyia (henc'hresianeg Ὠρείθυια / Ōreithuia ; latin Ōrīthyia) a oa merc'h da Erec'htheüs, roue Aten, ha d'e bried Praksithea, hervez mojennoù Hellaz kozh. Breudeur he doa : Kekrops, Pandoros, Metion, ha c'hoarezed : Prokris, Kreousa, C'hthonia.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Boreas, avel an hanternoz, a oa sot ganti. Ober a reas al lez dezhi, en aner, ma fellas dezhañ he c'hemer dre nerzh. Un deiz edo-hi o c'hoari hag o tañsal war lez ar stêr Ilisos, pe o kutuilh bleunioù war lez ar stêr Kefisos, pa voe tapet ha kaset dre an aer da lein roc'h Sarpedon, war lez ar stêr Erginos e Trakia. Eno, e-touez a c'houmoul, e voe gwallet.
Pevar bugel o doe hervez ar vojenn. He daou vab Zetes ha Kalais a gemeras perzh e beaj an Argonaoted da skrapañ ar maoutken aour ; div verc'h he devoa ivez, C'hione ha Kleopatra a voe bac'het gant he fried Fineüs ha divac'het gant he daou vreur.
Livouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu amañ teir zaolenn a zo bet awenet gant istor gwallidigezh Oreithyia.
Oreithyia gwallet gant Boreas Pieter Pauwel Rubens (war-dro 1620) |
Gwallidigezh Oreithyia Francesco Solimena (war-dro 1730) |
Boreas hag Oreithyia Evelyn De Morgan (1896) |
La canzone di Marinella zo ur ganaouenn italianek savet e 1962 gant Fabrizio De André hag embannet er bladenn Valzer per un amore/La canzone di Marinella e 1964.
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Apollodoros, Bibliotheke, 3.15-I.2
- Apollonios Rodos, I.212vv
- Ovidius, Metamorfozoù, 6.677vv
- Homeros, Odysseia, 14.533