Novi Sad
Deiziad krouiñ | 1694 |
---|---|
Anv ofisiel | Novi Sad |
Anv er yezh a orin | Нови Сад, Novi Sad |
Stad | Serbia |
E tiriad | Novi Sad City |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00, Central European Time |
War ribl | Danav |
Daveennoù douaroniel | 45°15′52″N 19°49′54″E |
Prizioù resevet | European Capital of Culture |
Kod-post | 21000 |
Lec'hienn ofisiel | http://www.novisad.rs/ |
Ekonomiezh an danvez | economy of Novi Sad |
Time of earliest written record | 1748 |
Kod pellgomz an takad | 21 |
Kod plakenn varilh | NS |
Category for the view of the item | Category:Views of Novi Sad |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Novi Sad |
Novi Sad (skrivet Нови Сад el lizherenneg kirillek, Újvidék en hungareg, Nový Sad e slovakeg]]) zo ur gêr vras eus Serbia, an eil kêr vrasañ er vro ha kêr-benn proviñs Vojvodina. Emañ war lez an Danav.
Hervez niveradeg 2011 e oa 250 439 a dud o chom er gêr hec'h-unan, tra ma oa 277 522 a annezidi en tolpad-kêrioù, gant Petrovaradin ha Sremska Kamenica, ha 341 625 e tolead Novi Sad a-bezh.
Krouet e voe Novi Sad e 1694, pa voe savet un drevadenn en tu all d'an Danav gant marc'hadourien serb deuet eus kreñvlec'h Petrovaradin, war lez dehoù ar stêr. En XVIIIvet hag en XIXvet kantved e teuas da vezañ ur greizenn genwerzh a bouez, hag ur greizenn sevenadurel serb ivez, ken ma veze graet "Aten Serbia" anezhi[1]. Kalz a zistruj a voe e kêr e-pad Dispac'h 1848, met adsavet e voe ar savadurioù dismantret/ Bremañ ez eo Novi Sad ur gêr a bouez, war dachenn ar greanterezh, an armerzh hag ar sevenadur, ken evit Serbia ken evit Vojvodina.
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Novi Sad gant ar c'hêrioù-mañ :