Neukölln
Neukölln a zo 8vet arondisamant (Bezirk) Berlin. E su ar gêr emañ, hag an arondisamant pobletañ eo. Da vare rann Berlin e oa eus tu ar c'hornôg. Da vare adreizhadenn 2001 eo bet unan eus an teir fastell-vro a zo deuet da vezañ arondisamantoù hep ma vefe kemmet o bevennoù. Ennañ e kaver ar c'hêriadennoù da heul : Neukölln, Rudow, Britz, Gropiusstadt ha Buckow.
- Gorread : 44,9 km²
- Poblañs : 305 738 annezad (31/07/2007)
- Stankter ar boblañs : 6805 annezad /km²
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv a voe graet eus Neukölln evit ar wech kentañ e 1360. D'ar mare-se e oa ur gêriadenn anvet Richardsdorf. Frederick William I Prusia en em stalias eno e 1737, d'ar mare-se e oa anvet Rixdorf. E 1874 e oa 8000 annezad, 15000 dek vloaz goude. D'ar 1añ a viz Mae 1899 e teuas da vezañ ur gêr dizalc'h, hag an anv Neukölln a voe roet dezhi e 1912 diwar anv lodenn goshañ Berlin. E 1920 e teuas da vezañ ul lodenn eus Berlin Veur. Gropiusstadt a zo bet savet etre 1966 ha 1975, diwar steuñv Walter Gropius. Damheñvel ouzh La Defense e Pariz eo, hag ennañ ez eus ouzhpenn 60000 annezad.
Karterioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Neukölln
- Britz
- Buckow
- Rudow
- Gropiusstadt
Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Heinz Buschkowsky (SPD) eo ar maer. E parlamant an arondisamant e kaver (niver a zileuridi) :
(dilennadegoù 2006)