Mont d’an endalc’had

Neon (pesk)

Eus Wikipedia
Neon

Paracheirodon innesi


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Actinopterygii
Urzhad : Characiformes
Kerentiad : Characidae
Genad : Paracheirodon
Anv skiantel
Paracheirodon innesi
Myers, 1936
spesadoù all :

Paracheirodon simulans : neon gwer
Paracheirodon axelrodi : kardinal

D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ur pesk dour dous eus kerentiad ar Characidae eo an neon (Paracheirodon innesi). E gavout a reer e doureier du war harzoù Kolombia, Brazil ha Perou, er Rio Putumayo dreist-holl. 95% eus ar re a gaver er c'henwerzh a zeu eus magerezhioù, avat. Unan eus ar pesked akwariom boutinañ eo.

Pesked bihan eo an neoned (dezho war dro 4 cm). Ruz-skedus eo lodenn a-dreñv o c'horf hag ul linenn c'hlas-glizin a red eus al lost betek ar penn. Un tammig brasoc'h eget ar pared eo ar parezed.

Evel ar paracheirodoned arall e vev an neoned e doureier du ha trenk (PH 5,5 - 6,0) daoust ma c'hellont bevañ e doureier bazek (betek Ph 8.0°). Plijout a ra dezhañ ur wrez etre 20 °C ha 23° C. Aliet e vez da silañ an dour dre daouarc'h ma fell d'an unan e virout e-barzh un akwariom. Evel an holl Characidae en-deus ezhomm eus kalz oksigen.

Ur strud stank ha cheñchamantoù dour a-blaen zo pouezus ma fell deoc'h mirout neoned. Dek bloavezh a c'hellont bevañ en un akwariom.

Emzalc'h ha gouennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A voudennoù e vev ar pesk peoc'hek-se. E virout a c'heller gant darn vrasañ ar pesked bihan. Gwelloc'h eo diwall a virout anezhañ gant pesked brasoc'h egetañ hag a c'hellfe e zebriñ pe e spontañ.

Diaes eo da c'houennañ e-barzh an akwariom rak ezhomm en deus un dour dous-kenañ (1 - 2 KH, Ph 5,2 - 5,8) hag ur wrez war-dro 24 °C. Dozviñ a ra er strud, e lec'hioù teñvaloc'h ar stêr (pe an akwariom). Kizidik-kenañ eo ar vioù hag ar munus ouzh ar gouloù.

Listenn pesked akwariom

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]