Mont d’an endalc’had

Neandertal

Eus Wikipedia
Ar stêr Düssel Etrezek traoñienn Neander

An Neandertal en alamaneg, "traoñienn Neander", zo un draoñienn vihan ma red ar stêr Düssel er Stad alaman Nordrhein-Westfalen, un 12 km er reter da gêr Züsseldorf. Rannet eo an draoñienn etre kumunioù Erkrath ha Mettmann. E 1856 eo e teuas al lec'h da vout brudet pa voe dizoloet Neanderthal 1, kentañ Homo neanderthal.

Dont a ra anv an draoñienn (tal) eus hini Joachim Neuman (1650-1680), ur pastor hag a zeue di alies, hag en doa gresianekaet e anv e Neander.

Ar vougev, das Gesteins en alamaneg, hag a voe anvet Neanderhöhle diwezhatoc'h, a oa brudet he c'hened : pleustret e veze kenañ abaoe digoradur an hent-houarn etre Düsseldorf hag Elberfeld e 1871.

Eskern a voe kavet er vougev, ha roet e voent da Johann Carl Fuhlrott en Elberfeld, hag a lavaras e oant re un den koshoc'h eget an hini modern, a voe graet Den Neandertal anezhañ, pe Homo neanderthalensis e latin, abalamour da vougev Neander.

Doareoù-skrivañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou zoare zo da skrivañ anv an draoñienn : Neandertal eo a gaver er geriadurioù hiziv, met chomet eo an doare kozh Neanderthal, evel ma veze a-raok kempenn ar skritur e 1901, war ar porzh-houarn hag ar mirdi. An doare kozh-se eo a gaver en anv skiantel an Homo neanderthalensis met Den Neandertal a skriver bremañ.