Mont d’an endalc’had

Mercadier

Eus Wikipedia
Marv Richarzh Iañ

Mercadier (marvet e 1200) a oa ur goprsoudard okitanat eus an XIIvet kantved. Penn ur strollad goprsoudarded e oa suj da Richarzh Iañ roue Bro-Saoz.

E 1183 e oa e penn ur vandennad goprsoudarded eus Brabant e su Bro-C'hall. Goude-se e oa deuet da vezañ soudard evit Richarzh Iañ e 1184, o tagañ hag o peurzistrujañ douaroù Ademar V Lemojez. E 1188 e oa o ren 17 kastell bet preizhet da Gont Tolosa. Goude-se e oa bet o heuliañ Richarzh en Trede Kroaziadeg met adkaset e voe da Vro-C'hall pa oa distroet Fulup II an Aogust d'e zouaroù. Ur wech erruet eno e oa bet gant e goprsoudarded o tifenn douaroù Richarzh Iañ a oa chomet er groaziadeg.

Ur wech distroet roue Bro-Saoz eus an Douar Santel, Mercadier a heulias anezhañ e-pep lec'h evel pennbrezel. Beajiñ a rae ha difenn anezhañ e-pad an emgannoù. Richarzh a oa sot gant an den, bamet e oa gant kalonegezh Mercadier en emgann. E lizhiri ar roue ne oa skrivet nemet gerioù mat pa veze kaoz eus ar gorpsoudard. Ar roue en devoa enoret anezhañ gant douaroù Ademar Bainac e Bro-Lemojez, pa oa marvet hep kaout hêr ebet e-tro 1190. E-pad al lies brezelioù etre Richarzh ha roue Bro-C'hall, Mercadier a oa bet trec'h e Berry, Normandi, Flandrez ha Breizh. Pa voe gloazet Richarzh d'ar marv e-pad Sez Châlus e miz Meurzh 1199, medisin Mercadier eo a glaskas pareañ ar roue. Mercadier a zistaolas e varv dre kemer ar c'hastell, hag en desped da c'hoantoù ar roue aet da Anaon e lakas d'ar groug an holl difennerien ha Bertrand de Gourdon, an tenner arbalastr en devoa lazhet ar roue a voe digroc'henet en bev.

Mercadier a servijas Eleanora Akitania, o tismantrañ Gwaskogn ha kêr Angers. D'al lun 10 a viz Ebrel 1200, e voe lazhet pa oa e Bourdel o tont da reiñ e sujidigezh da Eleanora, a oa o tegas Blanca Kastilha eus Bro-Spagn. C'hwec'h den armet a oa bet implijet gant Brandin, ur goprsoudard enebet da Mercadier a servije Yann Iañ (dug Normandi).

Unan eus pontoù Chateau-Gaillard a zo anvet Mercadier.

Nebeut a ouzer eus munudoù buhez personel Mercadier met hervez ar mammennoù erruet betek ennomp e teu war-wel un den kalonek en emgann, ur goprsoudard leal d'e vistri. Eus un tu all e teu war-wel un den fallakr, chivous ha didruez gant e enebourien pe ar re lakaet da pal gant e vistri.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Hercule Géraud, « Mercadier. Les routiers au treizième siècle »[1], Bibliothèque de l'école des chartes, levrenn 3, 1842, pajennoù 417-447
  • (en) The Art of Warfare in Western Europe during the Middle Ages from the Eighth Century (Warfare in History) gant J.F. Verbruggen, pajennoù 116-117

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. [1] Mercadier - Les routiers au treizième siècle. Bibliothèque de l'école des chartes - Année 1842 - Volume 3 - Numéro 1 - pp. 417-447 Lire en ligne sur Persee.fr.