Mont d’an endalc’had

Mennonidi

Eus Wikipedia
Menno Simons

Graet e vez Mennonidi eus strolladoù kristen hag a zo izili eus kumuniezh an ilizoù advadezour hag anvet diwar anv ar Frizad Menno Simons (14961561) ; ul lodenn eus an Impalaeriezh Roman Santel e oa Friz d'ar mare-se. Dre e skridoù e roas Simons o stumm da gelennadurezhioù an diazezourien suis kentañ.

Kelennadurezhioù kentañ ar Vennonidi a oa diazezet war ur gredenn e kefridi ha ministrerezh Jezuz Krist a dalc'he an advadezourien gentañ start outi gant kalz a c'hred daoust d'an heskinerezh kement a-berzh stadoù katolik ha protestant. Kentoc'h eget emgannañ e oa gwelloc'h d'ar gredourien-se divroañ da vroioù ma oa an tiegezhioù a rene digoroc'h d'o c'hredenn diazez er vadeziant emskiant
A-hed ar bloavezhioù e teuas ar Vennonidi da vezañ gwelet evel an ilizoù peoc'hgarour istorel abalamour d'o emouestl e-keñver ar beoc'hgarouriezh[1].

E kevredigezh ar XXI kantved e weler ar Vennonidi evel ur strollad relijiel gant izili a-bep seurt orin hepken[2],[3] pe evel ur rummad etnek ha relijiel war un dro. Dael zo e-touez ar Vennonidi o-unan war ar c'hraf-mañ[4].

Un toullad istorourien ha sokiologourien a ra eus ar Vennonidi ur strollad etno-relijiel pa vez re all enep seurt sell[5]. Ar strolladoù mennoniat mirour a gaoze alamaneg Pennsylvania, alamaneg izel pe alamaneg Bern, ar pezh a glot mat gant termenadur ur strollad etnek met na ra ket strolladoù all digoroc'h pe tud bet gounezet er broioù o tiorren.

Bez' e oa war dro 2,1 milion a Advadezourien er bed e 2015, en o zouez Mennonidi, Amished, Breudeur Mennonat (Mennonite Brethren) hag un toullad strolladoù advadezour all hag a zo izili eus ar Mennonite World Conference.

Ne vev ket an holl Vennonidi en hevelep doare : kavout a reer kumuniezhioù "tud eeun" (plain people) ha reoù gwisket evel an dud all hag o vevañ en o-zouez. En Indez, Ethiopia, Kanada, Republik Demokratel Kongo hag er Stadoù-Unanet emañ ar rummadoù brasañ a Vennonidi.

Kumuniezhioù start zo en ur 87 bro bennak war ar c'hwec'h kevandir, pe strewet e-touez annezidi ar broioù-se. Bez' ez eus trevadennoù Mennonidi alamaneger en Arc'hantina, Belize, Bolivia[6], Brazil, Mec'hiko, Uruguay ha Paraguay[7]. Diskennidi strolladoù Mennonidi alamaneger a orin eus ur vro a zo bremañ en Ukraina int peurliesañ.

Un iliz vennonat vihan zo bepred en Izelvroioù, ma oa bet ganet Menno Simons.

Ar Mennonite Disaster Service[8], lec'hiet e Norzhamerika, a zegas sikour trumm ha war hir dermen pa vez korventennoù, dour-beuz ha gwallreuzioù all. Ar Mennonite Central Committee a zegas ivez sikour trumm er bed a-bezh pa vez gwallreuzioù, ha ren a ra raktresoù diorroadur e meur a vro.

Abaoe eil lodenn an XXvet kantved, un toullad strolladoù mennonat a vez engouestlet e stourmoù evit ar peoc'h hag ar justis sokial. Sikouret o deus da ziazezañ Christian Peacemaker Teams hag ar Mennonite Conciliation Service.

  1. (en)Historic Peace Churches. Global Anabaptist Mennonite Encyclopedia Online. Kavet : 16 Mezheven 2019.
  2. (en)'Who are the Mennonites?'. Third Way Cafe. Kavet : 16 Mezheven 2019.
  3. (en)'Did you know...'. Mennonite Historical Society of Canada. Kavet : 16 Mezheven 2019.
  4. (en)'The Mennonite Game'. Mennonite Historical Society of Canada. Kavet : 16 Mezheven 2019.
  5. 'Ethnicity'. Global Anabaptist Mennonite Encyclopedia Online. Kavet : 16 Mezheven 2013.
  6. "Bolivian Reforms Raise Anxiety on Mennonite Frontier". Retrieved on 16 Mezheven 2019. 
  7. Antonio De La Cova (Dec 28, 1999). 'Paraguay's Mennonites resent 'fast buck' outsiders'. Latinamericanstudies.org. Kavet : 16 Mezheven 2019.
  8. 'Mennonite Disaster Service'. Kavet : 16 Mezheven 2019.