Mary Seton
Mary Seton (1549–1615) a oa un dimezell eus noblañs Bro-Skos a eas da leanez.
Merc'h e oa da George Seton, 6vet Lord Seton, ha da Marie Pieris, un dimezell a enor gant Marie de Guise, pried ar roue James V.
Dibabet e voe gant ar rouanez Mary of Guise pa oa bugel bihan, da vezañ kompagnunez d'he merc'h Mari Bro-Skos, hag unan eus ar Peder Mary a oa peder dimezell a enor d'ar rouanez vihan hag en oadoù ganti, war un dro gant Mary Fleming, Mary Beaton ha Mary Livingston. Dibabet e oant bet, war-bouez Mary Fleming, dre ma oa Gallezed o mammoù. Mont a reas ar Peder Mary gant Mari Bro-Skos da Vro-C'hall ma tlee dimeziñ d'an Daofin.
Mary Seton eo an hini nemeti eus ar Peder Mary ha ne zimezas ket: derc'hel a reas da servij he mestrez goude o distro da Vro-Skos hag e-pad he bac'hidigezh e Bro-Saoz.
Leandi Saint-Pierre en Reims
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro 1585 en em dennas eus tiad rouanez Bro-Skos, e Bro-Saoz, da vont da Reims (Bro-C'hall) da Leandi Saint-Pierre, ma oa un abadez a oa c'hoar da Mary of Guise, Renée de Guise hec'h anv, moereb da Mari Bro-Skos eta. Eno e varvas Mary Seton e 1615.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Duncan, Thomas, 'The Queen's Maries,' in Scottish Historical Review, vol. 2 no. 8 (July 1905), pp. 363–371
- Seton, George, A history of the family of Seton during Eight Centuries, 2 vols, Edinburgh (1896)