Marcia Moretto
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Arc'hantina |
Anv ganedigezh | Marcia Lynn Moretto |
Anv-bihan | Marcia |
Anv-familh | Moretto |
Deiziad ganedigezh | 18 Gou 1946 |
Lec'h ganedigezh | Illinois |
Deiziad ar marv | 21 Mae 1983 |
Lec'h ar marv | 5vet arondisamant Pariz |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | krign-bev |
Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg |
Micher | choreographer, model |
Marcia Moretto, bet ganet e 1949 en Arc'hantina ha marvet e 1981 e Pariz (Bro-C'hall), a oa un diskouezerez-c'hiz, ur gorollourez hag ul leurennerez arc'hantinat.
C'hoar e oa d'ar soner arc'hantinat Gustavo Moretto (1950-).
O tec'hel rak an diktatouriezh a oa o ren he bro er bloavezhioù 1970 e teuas da Vro-C'hall d'ober hec'h annez. Eno ez eas da gelennerez war an dañsal e Sartrouville (Yvelines) ma kejas gant Fred Chichin (1954-2007) ha Catherine Ringer (1957-) a oa he studierien. Pa voe savet ar strollad Les Rita Mitsouko gant an daou arzour yaouank e voe-hi en o c'hichen war al leurenn da-geñver an abadennoù kentañ.
Diwar he fenn eo e oa bet savet ha kanet ar ganaouenn Marcia Baïla gant Les Rita Mitsouko goude ma voe diskaret trumm o mignonez gant ur c'hrign-bev.