Marc'hegerezh
Neuz

Ar marc'hegerezh eo hollad soudarded un arme a vez, pe a veze, o vrezeliñ war varc'h. Dreist d'an arme war droad e oa ar marc'hegerezh dre ma c'halle mont aesoc'h a lec'h da lec'h. Ouzhpenn an tizh e oa perzhioù all : nerzh an taolioù roet gant ur soudard war ur marc'h o vont d'ar galoup, diaesoc'h e dizhout dre ma oa uhel bintet.