Mannlicher M1895
Mannlicher M1895 | |
---|---|
Ur fuzuilh Mannlicher M1895 (Armémuseum, Stockholm, Sveden) | |
Kinnig | |
Bro | Aostria-Hungaria |
Doare | Fuzuilh |
Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh linennek |
Munisionoù | 8 × 50 mm Mannlicher (da gentañ) 8 × 56 mm 7,92 × 57 mm Mauser |
Bloavezh krouidigezh | 1895 |
Ijiner | Ferdinand Mannlicher |
Produerien | Steyr-Mannlicher Zbrojovka Brno Fegyver- és Gépgyár |
Mare produiñ | 1895–1920 |
Skouerennoù produet | War-dro 3,5 milion |
Mare implij | 1895–1918 (Aostria-Hungaria) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,78 kg (stumm fuzuilh) 3,4 kg (stumm karabinenn) |
Hirder | 1.272 mm (stumm fuzuilh) 1.003 mm (stumm karabinenn) |
Hirder ar c'hanol | 765 mm (stumm fuzuilh) 500 mm (stumm karabinenn) |
Perzhioù all | |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 620 m/s (e 8 × 50 mm Mannlicher) |
Endalc'h | Karger diabarzh 5 kartouchenn pourveziet gant ur c'hlip |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar Mannlicher Modell 1895 a zo ur fuzuilh tennata dre zorn ijinet gant Ferdinand Mannlicher e 1895 hag implijet evel arm standart arme Aostria-Hungaria eus 1895 betek 1918.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Mannlicher M1895 a oa dezhi ur gulasenn-vorailh linennek ijinet evit ar fuzuilh Mannlicher 1885. Trawalc'h e oa sachañ ha bountañ prim war ar vorailh evit tennañ an douilhez kuit ha kambriñ ur munision nevez[1]. Ganti e c'halle ur soudard gourdonet-mat tennañ pemp boled dindan pemp segondenn[2]. Kambret e oa e 8 × 50 mm Mannlicher en he stumm kentañ.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Servijout a reas an arm e arme Aostria-Hungaria betek fin ar Brezel-bed Kentañ ha dismantr an Impalaeriezh kreizeuropean. Implijet e voe ivez e armeoù Gres, Yougoslavia hag Hungaria[2].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lesanvet e voe an arm Ruck-Zuck (sach-bount) gant ar soudarded aostrian-hungarat, ha Ta-pum gant ar soudarded italian, abalamour da zaou drouz ar boled o vont kuit hag oc'h erruiñ betek o divskouarnioù prestik goude. Ur ganaouenn boblek italian anvet diwar an droienn-mañ a voe savet da vare ar brezel[3].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, pp. 148-149
- ↑ 2,0 ha2,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 128-129
- ↑ (it) La canzone, war lec'hienn Tapum! (lennet d'ar 17/10/2024)